AR ROZENN


Chomet e oan e-pad pell da sellet ouzh ar c’hroazier Jeanne d’Arc o kuitaat meurdezus ar vorlenn leun a vagoù disteroc’h, e vreur bihan an avizo Victor Schölcher da gentañ, daou ramorker gant ar familhoù etre levenez ha glac’har goude-se, hag evit echuiñ, un toullad mat a vagoù dre lien, bagoù pesketa deuet eus Plougastell pe Logonna, pe c’hoazh plankennoù dre lien . Tridal a rae ma c’halon o welet kanolioù ar c’hroazier buket etrezek an donvor, etrezek morioù divent d’ober anaoudegezh gante, etrezek ur bed dianav. Hep distokañ ma lunedoù gevell diouzh ma daoulagad, e kanen a vouezh uhel :

L’Artillerie d’ Marine, voilà mes amours,

Oui je l’aimerai, je l’aimerai sans cesse....

Chom a raen da heuliañ an div vag vras o vaneuriñ a-benn kuitaat goudor ar chaoser mein. Ouf ! Hini ebet anezho ne oa chomet sac’het war ur garreg evel an Duperré pe ar France, gwechall pe gwechall gozh. Plantañ a rae ar c’hroazier muioc’h a dizh bremañ ; koll e oa ar plankennoù, ar bagoù dre lien, ar besketaerien, ha krog e oa an daou ramorker da dapañ dilañs. Mont a rae an div vag vrezel gant o c’hargamant kroazourien a c’hiz nevez evit ur veaj c’hwec’h miz, ha pet anezho a zeufe en-dro ? Alo, arabat din hunvreal, n’omp ket e 1095 ken, mes beogal a raen a bouez-penn ton bras bagadoù-stourm ar verdeadurezh :

France, ô ma France très belle,

Pour toi je ferai bataille,

J’aurai quitté père et mère...

Tostaat a rae an div vag ouzh ar Mulgul. Tennet ‘m eus ma lunedoù gevell a-zirak ma daoulagad, dallet ma oan gant an heol izel du-se er Gornaoueg. Allelouya ! ‘m eus hopet. Meuleudi ! Mil gwech meuleudi d’ar Royale pa gas he bagoù d’ober tro ar bed ! Enor ha gloar d’ar vartoloded a zo o paouez kuitaat Brest hiriv. Joa, levenez ha yec’hed dezhe holl, ha dreist pep tra d’ar mestr Antony Kivouron, a zo ambarket e koufr ar Jeanne d’Arc hag a zo a-benn bremañ oc’h eveshaat moteurien ar vag evit ma yafe mat kement klaped ha kement ribouler a zo tout.

J’aurai quitté père et mère, a gane paotred an tokoù glas. Nag o gwragez neuze ? A-benn bremañ emañ Marielle Kivouron hep mar en glachar ha dazrou, ha mil boent din mont da soursial diouti. Gwreg ar c’hroazour a rank ur c’havalier bennak ober war he zro e-keit ma pado ar brezel.

* *

*

Ha me ha piklammat ha lammedikat etrezek ma oto : un emgav he doa roet din Marielle miz ‘zo pe war-dro, evit an deiz ma yafe kuit he gwaz, ha d’an emgav-se eo dleet din mont bremañ. Ma-a-a-a-rielle. Un anv un tammig mod kozh, diamzeriet evit ur studierez tri bloaz war’n ugent, hervez he deus lavaret din ; degas a ra soñj din eus Marielle Goitschel, a veze gwelet gant Pompidou, se ‘oa pa oan ur c’hrouadurig er skol vihan ha pa chomen da souezhiñ dirak skramm gwenn ha du an tele. Ret eo din anzav ne ouezan ket kaer piv eo Marielle Kivouron, evit afer-se ; en em gavet e oan ganti an noz all en Acapulco, ar voest-noz brudet, ha kontet he doa din he doare-hi ha doare he gwaz martolod. Ken buan all he doa bravaet ar pentur un disterad : ur paour-kaezh gwreg dilezet e-pad an hanter eus ar bloaz, ha dilaosket e-pad an hanter all. Añfin, gwelet ‘vo... N’eo ket tout, mes petra kinnig dezhi evit ar wech kentañ ma yan da welet anezhi ? Warlene evit Jessica e oa bet ur voestad boñboñioù. Toffees. Evit Marielle e vo... Ur fleurenn. Ya, ur fleurenn. N’hellan ket mont di gant ur pezh boked, nann. Just ur rozenn.

Prenet ‘m eus kaerañ rozenn ‘m eus kavet war blasenn Sant-Loeiz hag aet on betek an demeurañs he doa skrivet Marielle din : Boulouard Montaigne, unan eus an tiez bihan a-raok en em gavout gant gouleier ar ru Albert Louppe. Ranket ‘m eus chom a-sav nepell diouzh iliz Sant-Lukaz, hag a zo un espes Sagrada Familia savet gant un Antoni Gaudí a vije bet hep divezviñ gant gwin Marokko e-pad bloaz ha chomet da gaout droug-blev abaoe. Eya, ar reevañ a c’hell ober distruj a-wechoù.

Souezhus eo, n’eo ket an anv Kivouron a zo war an nor. M. Lagathu. Marielle Lagathu ? Ken buan all ez eo hec’h anv plac’h yaouank a zo chomet war ar blakenn-mañ ? Son a ran, ur wech, div wech, son adarre ; a-benn ar fin, e teu penn ur vaouez kozh ouzh ar prenestr. He mamm-gozh ?

Kuzhat a ran ar rozenn a-dreñv ma c’hein evit goulenn :

- ‘M eus aon ‘m eus faziet. Me ‘soñje din e oa amañ ‘oa Antony ha Marielle Kivouron o chom ?

- Peseurt anv a leverit ? Kivouron ? Nann ‘vat, n’anavezan ket den ebet gant an anv-se amañ.

- Marteze unan deus hoc’h amezeien ?

Hag aze n’eo ket kontant Mamm Gozh ken. Abaoe pemp bloaz hag hanter-kant emañ o chom er memes ti, hag ec’h anavez mat kement amezeg a zo, ha n’eus na tamm Kivouron na tamm Kouilhouron na tamm Kouchouron ebet er biojoù. Non mais !

Hag e serr he frenestr. Krediñ a-walc’h a ran anezhi, gwashañ ‘zo. Pa ‘m boa kavet Marielle an deiz all en night-club-se, e oa tommet din un tamm mat, ha moarvat he doa santet buan e oan re spegus ; neuze, evit kaout an distrob diouzhin he doa ijinet he gwaz martolod hag ar chomlec’h-mañ, ha graet an taol : me gant ma zortad ‘m boa lonket kement gaou he doa kontet din. Mont a ran memes tra betek ar gouleier ha teuler ur sell war an anoioù merket war an norioù, mes gouzout a ran ez eo poan gollet, ne gavin na tamm Kivouron na tamm Killaeron en tiez-se.

Souezhus penaos ‘m eus bevet en un hunvre e-pad ar miz paseet, o kontañ an devezhioù a-raok ma kuitafe ar Jeanne d’Arc he forzh, ha bremañ pa rankan disouezhiñ, ez on gouest da rezoniñ ha da soñjal he doa graet Marielle dre vras ar pezh he dije graet an noz-se n’eus forzh peseurt plac’h gant un tamm skiant vat : en em zizammañ diouzh ul lonker, mod pe vod. Ha kredit ac’hanon pe na rit ket, en em santout a ran soulajet un tammig, aesaet da nebeutañ. Rak ur pezh steurbell eo soursial ouzh ur vaouez dimezet, pa soñjer... Soñjit ervat, evel ma skrive Buhez ar Zent.

Da c’hortoz emañ atav ma rozenn em dorn, ha koulz eo din ober plijadur da unan bennak, e-skeud en em zizober diouzh honnezh. Emaon o tremen hebiou da Gerichen, hag azezet war ar vurig vihan e-kichen arsav ar busoù, ez eus ur plac’h yaouank é lenn ul levr. Pemzek, c’hwezek vloaz ? Diouzh he zroc’h blev hag he lunedoù e tivinan hep poan ur plain Jane ha ne vo ket profet kalz bokedoù dezhi gant hec’h amourouzien.

- An dra-mañ zo ‘vidoc’h, a lavaran en ur astenn dezhi ar rozenn.

Sevel a ra he fri diwar he levr, sellet a ra souezhet ouzh ar rozenn, ha souezhetoc’h c’hoazh deuzoudon war-lerc’h. Dres penn ur skoutez a gustum eveshaat he bleizigoù e-pad ar week-end, a soñjan gant truez outi.

- Jentil eo deus ho perzh, emezi, mes n’on ket troet tamm tout ebet war ar gozhidi.

Hag he fri e-barzh he levr en-dro. Ha n’it ket da grediñ ez eo unan eus oberennoù divarvel Lagarde ha Michard, c’hwennet espres ad usum Delphini, nag unan eus oberennoù - ken divarvel all - Lebossé hag Hémery, mes Babel hag A-dost, troidigezh gant Stefan Moal ; ha diouzh ar mod ma c’hoarzh, ken buan all eo en em gavet gant prezegennerien ar gevredigezh Penseurs en Liberté, ha gant o brezhoneg jakobin ad usum Francorum. Chom a ran mantret gant he respont difoutre hag he lennadenn dizoare. Ken yaouank ha dija dejanerezh ha goapaerezh tout. Sevel a ra he fri en-dro.

- Ahe ‘maoc’h c’hoazh ? Baleit, va den !

Mont a ran pelloc’h ; e-pad un eilenn on darev da vont war ma c’hiz davet ar vaouez kozh bremaik da ginnig dezhi ar rozenn, mes koulz eo din kendelc’her gant ma hent betek ma oto.

Sell, bezañ ‘zo div blac’h yaouank hag a seblant dedennet gant ma strakell, ur Ford kozh, hag unan anezho zo da vat oc’h ober war-dro an nor, diouzh tu ar blenier. Delc’her a ran gant ma hent hep ober neuz, mes pozañ a ran ma dorn war he skoaz en ur dremen hebiou, ha nerzh abominapl zo em bizied abalamour da’m micher.

- Chi’aou ‘ta, merc’h, a lavaran dezhi, ‘m eus aon eo din an oto-mañ.

Skodeoget ar plac’h, tapet he skoaz evel en un durkez, hag o klask fitouilhat un digarez bennak, tra ma welan hec’h akolistez war ar pavamant é sachañ he skasoù ganti, didrouz. Astenn a ran ar rozenn da’m freiz.

- Lez ma gwetur ha kemer homañ kentoc’h ! hag e tistardan ma c’hraban war he skoaz.

Chom a ra da darluchañ war ar fleurenn en ur frotañ kigenn he skoaz, ha tapout krog er c’harenn. Lakaat a ran ma alc’hwez e potailh an nor.

- Gortozit, emezi, evel p’he dije un dra bennak da lavaret din a-raok ma yafen kuit. Gortoz a ran. A-benn ar fin :

- Memestra, me o klask spoeñsañ ho lunedoù gevell en ho kwetur, ha c’hwi o reiñ din ur rozenn..

Mousc’hoarzhin a ra ouzh ar rozenn, ha dont a ra he bizaj filouterez da vezañ sklerijennet diouzhtu.

- Gast, memes ma ‘z oc’h kozh, n’oc’h ket re lot c’hoazh.

Ha kuit gant ar rozenn, sonnet ganti evel banniel Sant Per deiz pardon ar barrez.

* *

*

Azezal a ran ouzh ar rod-stur, mes n’on ket evit loc’hañ diouzhtu. Klevet a ran akoufenoù em div skouarn.

N’on ket troet tamm tout ebet gant ar gozhidi. Kozh oc’h, ha lot ‘walc’h evit reiñ din ur rozenn war ar marc’had. Ha c’hoarzh Marielle, oc’h ober goap diouzhin a-benn bremañ gant mignonezed, ken buan all

A’’i on kozh.

A’’i on kozh.

Echu ar studierezed evidon. Din-me bremañ ar menajerezed daou-ugent vloaz, mar gallan. Trist eo kozhiñ.


Yann Gerven

20 III 2003.

(c) Yann Gerven 2003
1