http://www.luduennig.net/

Petra a chom d'ober pa vezer fachet ruz a-enep e dud ? Mont d'ober un tamm tro, mont da gemer aer, mont da aveliñ e benn hag e fulor. Toufor penn kentañ an hañv a oa o ren war Gwengamp, met d'an eur-mañ e oa un tamm distan o tont. Ur fourrad avel glouar, ur wechig an amzer, a zegase trouz ar c'hezekenned hag an otoioù tos-tos, trouz yaouankizoù o c'hoarzhin kreñv, trouz muzik ha tennoù fuzuilhoù o tont eus plasenn ar Vali.
Dont a rae da soñj da Ludivine an abadenn a oa tremenet bremazon gant he zud. Goude koan, ar vamm hag an tad o sellet ouzh TF1. Hi en he sav, o servijañ dezhe arguzennoù he doa daskiriet e-pad pell :
" Tremen a ran hep poan er c'hlas termen, 'peus ket bet na doan na trubuilh ganin betek-henn, ne ven ket dalc'hmat o c'haloupat etre un ostaleri hag un night-club ".
Ar vamm : " Kae kuit a-zirak ar skramm ! "
Ludivine adarre : " Labourat a ran abaoe ma ouzon ar mod da lenn war un MO5 hag a oa kozh-Noe dija pa oan c'hoazh o tenañ, unan na c'hellfe ket ur stoiad kaout un hanter banne evitañ ma klaskfe eskemm anezhañ !"
Cheñch a ra plas he zud evit gweled gwelloc'h Guy Montagné. Ha Ludivine :
" Ma c'hoarezed a vez roet dezhe ar pezh a c'houlont, ha me a vez kaset da sutal pa c'houlan kaout un urzhiataer nevez. Goût a ran o deus dek vloaz warnon, met n'eo ket un arguzenn evidon."
Fiñv ebet war ar c'hanape. Lazhañ a ra Ludivine an tele :
" Da Laetitia ec'h oc'h o paouez reiñ ugent mil lur evit prenañ un oto nevez peogwir he deus drailhet hec'h hini gozh en ur vont a-benn d'ur c'hleuz, ha goude ma oarit re vat e oa tremen bout o kas hec'h oto an noz-se ! Honnezh ivez moarvat a oa bet badezet en anv ar flip, ar mig, hag ar boñboñ-kredañs, amen ! Ha Lorraine ho peus roet dezhi hanter muioc'h evit delc'her he gwaz, ha c'hoazh eo aet war-raok daoust da se, pe gant sikour ar prof-se !"
Ehanañ a ra Ludivine, dialanet an tamm anezhi. Pozañ a ra an tad e voutailhig Kronenbourg war an daol izel a zo en e gichen, ha mont da enaouiñ an tele en-dro.
" Na gontez ket droug eus da c'hoar Laetitia !" emezañ. Krial a ra Ludivine :
" Ne ev ket marteze ? Ne vez ket mezvez o tont eus he ribouloù e naikleuboù ar vro ?" , hag en ur ziskouez ar viou chug heiz eus ar bloaz 1664 : " Gwir eo ne vije ket ret hejal kalz gwezenn he lignez evit lakaat ar boutailhoù da gouezhañ evel mesper !"
Paf ! Tapet he deus ur fasad gant he mamm. Dibradet en deus he zad he nav-ugent lur, kemeret he merc'h dindan e gazel ha kaset anezhi d'he c'hambr e krec'h. Prennet an nor warni.
N'eo ket traoù burzhudus a c'houlenn Ludivine, wechoude ! Ma vefe tremen laouen gant ar Pentium diwezhañ, ne duftafe ket war ur PC 486. Met evel m'emañ, ne gred ket pediñ hini ebet eus paotred he c'hlas - Judikael, an daou Olivier, Arnaud, ar re da nebeutañ a zo dedennet gant ar c'homputerien - da zont da welet he MO5. Gant ar vezh ruz.
N'eo ket chomet da dermal. Diwar c'horre he fres he deus tennet an dek metrad kordenn ( treuz daouzek mm, nerzh pemzek mil Newton a-raok terriñ ) a gustum servijout dezhi da neuze, staget he deus ur penn deus troad ar gwele, ha diskennet eo ouzh tu dreñv an ti. Boull eo an oabl, gant ar stered kentañ evel un uzienn elfennoù o saotrañ an neñv. Un amzer sklaer e-doare lakaat an itron Pascale Roze, priz Goncourt 1996, da welet koumoulennoù Magellan ur wech ouzhpenn.
Ha ne oa ket trawalc'h da Ludivine bezañ fumet a-gaozenn d'he zud, piv a wel, kenkent hag en em gavet e traoñ ar verje vihan, chouk da hent Kadolan ? He maeronez, Soaz Paskored, a oa o tont a-dal dezhi. Ha ne c'hell ket treiñ kein, gwelet ma eo bet raktal gant daoulagad youter ar vaouez kozh. N'eller ket lâret e vije bet karantez don morse a-berzh Ludivine evit Soaz ; spontet e veze ar plac'h gant he maeronez pa oa bihan, gant he doare da gaozeal kreñv hag ar vrud sorserez a chome stag deus kil he brozh, ha feuket e oa bet a-zoug ar wech peogwir ne oa ket deuet a-benn ar vaeronez da zeskiñ anv-badez he filhorez.
- Oh, maaa ! Luduenn ! 'C'h ez d'ar bal, diouzh a welan. Met e pesort mod out gwisket ?
Treiñ a ra penn ribourz Ludivine sa ar vaouez kozh :
- O, me n'on ket nec'het gant ar bal. Jeu 'm eus bet gant Mamm, ha Tad en doa prennet an nor warnon e-barzh ma c'hambr. Nemet on deuet er-maez dre ar prenestr.
- Peogwir 'poa c'hoant da vont d'ar bal, a gendalc'h Soaz, pennek.
- N'on ket nec'het gant ar bal, pa lâran dit. Ar pezh a oa bremazon eo e roont arc'hant forzh pegement da Laetitia ha da Lorraine, ha din-me mann ebet war zigarez on re yaouank.
Chom a ra ar vaouez kozh da soñjal :
- Gortoz, marteze e c'hellin ober un dra bennaket rak etre Gouel Yann ha Pardon Per emañ ma fouvoarioù en o c'hreñvañ. Petra 'poa goulennet gante ? Ur sae nevez da vont d'ar bal ?
- Nann, nann ! Pas ur sae nevez, un urzhiataer nevez, ur mekanik evel zo bremañ.
Sell aze un direnkamant iskiz c'hoazh, a soñj Soaz. Ma Doue, pegen kompliket ar merc'hed yaouank en hon amzer...
- Diskouez din neuze petra eo ar mekanikoù-se, hag e krouin unan dirakout, a huanad ar sorserez.
Sellet a ra Ludivine diskredik ouzh ar vaouez kozh. Kozh klakenn, he deus c'hoant da lavaret dezhi, met delc'her a ra he zeod. Diouzh un tu all, he deus tro evel-se da welet pere eo itrikoù Soaz, hag arabat mankout se. Sciences expérimentales a vez graet eus se e galleg ar skol.
Mont a reont o-div betek ur skiber koad a zo e traoñ ar verje a-dreñv ti Ludivine. Di ec'h a homañ alies da vouzhañ pe da labourat didrouz pa vez re a vec'h gant he c'hoarezed. Deus dindan an daol gozh a zo en ur c'horn eus al lapig e tenn ur c'hatalog poultrenneg, e-leizh a vekanikoù ennañ.
- Sell, ur Macintosh er mod-se a blijfe din, nemet ma 'c'h afe buanoc'h c'hoazh an horoiz ha gant muioc'h a vemor ennañ... Bout zo ivez ar Cray 95, met gant raktresoù ispisial ouzhpenn...
- Lakaomp mil gwech muioc'h a vemor, hag an horoiz da dreiñ mil gwech buanoc'h ivez. Unan plastik gris a vo mat ? Me 'm bije gwelet unan en arc'hant pe en aour, kentoc'h...Diwar tri e teu daou, diwar daou e teu unan !
Flach ! In principio erat verbum, et verbum hardware factum est. Penn kentañ an aviel hervez Soaz Paskored. Ur mell komputer Cray-Macintosh 2050 zo dirake e korn an daol, gant ul logodenn en istribilh outañ, ma chom boemet-tout Ludivine dirakañ.
- Gortoz, Luduenn, 'c'h an d'ober dit ur vrozh evit ar memes priz. Diwar teir e teu div, diwar div e teu unan !
Flach ! Beuzet eo bremañ Ludivine en ur vrozh divent gant krinolinoù, ken eo re vihan ar skiber eviti ha ken e sav reuz e-touez ar c'hevnid direnket en o c'hornioù teñval.
- Mar plij, Maeronez, gra din unan verroc'h, kentoc'h ! ' Welez ket emañ ma revr seizh gourhed war ma lerc'h ganin !
Flach ! Ur sae verr satin glas a-feson evit labourat he deus Ludivine bremañ.
- Un dro-c'houzoug en aour, bremañ. Diwar teir e teu div, diwar div e teu unan !
Mann ebet. Adkomañs a ra Soaz. Mann ebet bepred. Dont a ra ur penn treuflez dezhi.
- Gast, skuizhañ a ran buan. An oad, moarvat...
- N'eo ket tener, Maeronez, trugarez dit ! O, ya, trugarez dit !
- Ha diwall mat, eme Soaz, da hanternoz rik e steuzio tout an traoù-se ; dek segondenn a-raok e vi kelaouet ! ", hag e ya kuit en noz steredennet.
Met Ludivine ne selaou ket ken. Bez emañ dija al "login :" war ar skramm. Pounner eo al logodenn, 'vat. En em rentañ a ra kont emañ o labourat gant ul logodenn aour. An taol diwezhañ c'hwitet gant Soaz, moarvat.
Un dra ouzhpenn diwar-benn Charles Perrault hag ar re all o deus kontet un istor damheñvel ouzh hemañ. Lakaet o doa an holl draoù da steuziañ gant an daouzekvet taol a hanternoz. Ret eo bezañ imobil a-walc'h evit krediñ se, evit soñjal o doa pouvoarioù ur sorserez da welet gant eur Greenwich. Koniri tout ! Echuiñ a ra ar strobinell pa vez an heol en e nadir, da lâret eo, gant an eur hañv, war-dro div eur ugent beure e Gwengamp. Kendalc'homp.

N'an ket da gontañ deoc'h kement tra a glaskas Ludivine dirak he C'hray-Macintosh 2050. Menegomp e kavas evel-se deiz he ganedigezh ( 17.04.1981 ) en 890 173 414 vet plas war-lerc'h ar virgulenn pa skriver sifroù p. Evit ar re o dije c'hoant da c'houzout muioc'h, liseidi klas termen Diwan, lakaomp, n'eo ket na formulenn Wallis nag hini John Machin a implijas, met booster Ramanujan. Ur bern traoù all a bep seurt he doa kavet pa wel e-mesk ar raktresoù kinniget ar ger wormhole, da lâret eo toull preñv.
Lammat a ra he c'halon, ha, berr warni, e c'halv ar raktres. Meuleudi da Sant Alan Turing ha Sant John Neumann ! An toull preñv meneget eo an hini a gas en amzer, evel e martezeadennoù Penrose hag un nebeud re all, evel m'he doa fiziañs e vefe. Hag e klask neuze lakaat similakroù da vont en amzer, da welet penaos e oa kont e 1793 en Naoned, e 1675 'kostez Karaez, e 1066 deus tu Hastings.
Laouen eo, Ludivine. Eürusoc'h evit se n'eo ket bet biskoazh. E-keit m'emañ an darvoudoù hag ar veaj en amzer o tremen war ar skramm, e krog da ganañ ur werz hag a blij kaer dezhi :

John Anderson, my jo, John,
I wonder what you mean
To sit awake so late the noo
At that Macintosh machine ?

Diwezhat, ya. Teuler a ra ur sell war he montr. Moarvat he deus laosket anezhañ en he c'hampr bremazon.

Come sooner tae yer bed at e'en
John Anderson, my jo.

Emañ erru ar similakr er bloavezh 1066, pe war-dro. Ret eo gwelet bremañ pesort errol zo bet graet war an amzer ha war an hed.

When first that ye began
Ye had as good a tail-tree
As ony ither man
But noo it's waxen wan, John,
And wrinkles to and fro,
I blame it on that Macintosh...

Klasket he doa kas anezhañ etre miz Meurzh ha miz Eost 1066. En em gavet eo 75 km diouzh Hastings e miz C'hwevrer. Klotañ a ra gant ar pezh he doa jedet a-raok. Nondediac'h, ma c'hellfe-hi ober ar veaj-se hec'h-unan, ha n'eo ket kas ar bolomig bihan-mañ hepken !

Da un eur beure, e santas Cédric Lagneau, kengrouer, kenbrezidant ha kenrener ar SOSERII, Société de Services en Ingénierie Informatique, e oa un dra bennak ha n'ae ket re vat gant keflusker e Vercedes 500, hag en em lakaas da bec'hiñ. Dre ma n'oule ket chom bout war vord an hent bras, e kemeras an hent kentañ a-zehoù. Gwengamp. An anv en doa bet klevet c'hoazh, gouzout a rae e oa ur skipailh football brudet eno, met netra ouzhpenn. Bet e oa e-pad an deiz e Brest, ur pezh kontrad a 116 milion e oa o paouez rastellat eno - Doue ra viro ar Verdeadurezh a Vrezel ! -, ha ret e oa dezhañ mont en-dro da Baris...Met perak n'en doa ket kemeret an avion ivez ?
Chom a ra bout da vat ar Vercedes war parking an ti-gar. N'ay ket pelloc'h an taol-mañ. Pellgomz d'ur mekanisian bremañ ; tennañ a ra Lagneau e louzofon (1) deus e c'hodell, ha pa zeu a-benn da gaout niverenn ur mekanisian ez eo evit klevet eo kousket ar paotr hag ez eo pedet eñ ivez d'ober kement-all. Serret eo an ti-gar, treñ ebet o vont e-kreiz an noz. Ken klozet all eo an ostelioù en-dro d'ar gar, setu n'eo ket enne e kavo ur gampr. Mann ebet d'ober nemet mont d'ober tro-kêr, ha n'eus forzh penaos, ken laouen eo gant e gontrad ken ne c'hello ket kousket kalz. 116 milion a c'hounidegezh ; 30, 35 a zispign. Gounezet : 80 milion. Labour evit daou vloaz evit tregont ijinour. Wooaah ! Stankoc'h eo an dud er ruioù bremañ ; stokañ a ra ouzh ar re a zo o tont en-dro eus ar gouel. Tud re yaouank evitañ ; koulz eo dezhañ dont en-dro war e giz. Hag aze e tremen hep soñj en tu all d'ar gar ; hag ur souezh eo evit neb a zeu eus Paris, rak ouzh skleur al loar hag ar stered e tiviner ar maezioù, ar gwez, ar parkeier, ar saout, kazi e kreiz kêr.
Kendelc'her a ra gant e hent, 'm eus aon emañ an amzer o c'holoiñ hag an toufor o kreskiñ, hag aze, e-kreiz ar gouezlec'h-se, ez eus unan bennak en ul lochig dirak un urzhiataer. Kammet eo e spered gant e vicher, rak mont a ra war-eeun da welet, evel ma ra ur papilhorig noz pa wel ul lutig. Ur plac'h an hini eo a zo o labourat dirak ar skramm. Tostaat a ra ar gwaz hep ober trouz ; emañ ar plac'h o vouskanañ :

Oh sure it is a fine thing
To have twelve megabytes
But it's a muckle finer thing
To see yer hurdies fyke...

Ur pistig e kalon Lagneau. The Lament of the Computer Widow. Betek e Gwengamp e kav unan bennak o kanañ se...Honnezh a veze kanet alies dezhañ gant Cécile, met n'en doa ket taolet evezh d'ar c'houlz-se. Ha Cécile zo aet kuit abaoe.
- Noz vat, emezañ.
- Noz vat.
Ne ra ket muioc'h a van gantañ eget gant ur c'hwibuenn. Chom a ra da sellet ouzh an dudennig vihan a dremen war ar skramm, ouzh ar riblennad sifroù a c'holo anezhi gwech ha gwech all. Ur pezhiad komputer zo dirazi, hag ar vrozh a zoug ar plac'h zo diouzh hec'h ardivink ivez. Da lâret eo e ranker lakaat ouzhpenn pevar real nemet pemp a-benn prenañ hini pe hini anezhe. Met n'eo ket ar plac'h ( yaouank ha koant koulskoude ) a zedenn Lagneau, met ar mekanik.
- Petra eo hoc'h urzhiataer ?
- Cray-Macintosh 2050 ; yenaet gant heliom tanav.
Boudinellañ a ra e zivskouarn d'an ijinour. Cray ha Macintosh asambles ? Heliom tanav ? Ha petra emañ ar plac'h-mañ oc'h adober dalc'hmat gant ar similakr bihan ? Met... met...ya !
- Dont a rit a-benn da gas anezhañ en amzer da vat ?
An taol-mañ e sell-hi outañ, souezhet un tammig en defe gellet heuliañ al labour a rae. Ur plac'h yaouank-kenañ eo, yaouankoc'h c'hoazh eget na soñje da Lagneau, c'hwezek vloaz he deus, marteze ?
- Ya, deuet on a-benn.
Besteodiñ a ra egile :
- Ha...ha...kavet 'peus un toull preñv ?
- Ya.
Ne veuz ket he c'hendivizer en ur mor a gomzoù, bepred. Ne oar ket hemañ penaos kendelc'her gant ar gaoz.
- Ha deuet oc'h a-benn da gas ho polomig d'ur mare resis hag en ul lec'h resis ?
Klikañ a ra ar plac'h ur wech pe ziv war al logodenn . Emañ an dudennig oc'h adkomañs un droiad all. Ar plac'h a ra sin da Lagneau da azezal en ur ziskouez dezhañ ur skaoñ da c'horo ar saout.
- Aze emañ an dalc'h, emezi. Kompren a rit un dra bennak er fizik ?
- Kompren 'm eus bet graet...Hag ankouaet 'm eus abaoe.
Ul lostad sifroù adarre. Jediñ a ra ar plac'h buan ha buan.
- N'on ket deuet a-benn da gas anezhañ d'ur mare resis ha d'ul lec'h resis war un dro.
Klik. Emañ ar bolomig en-dro war skramm.
- M'ho peus graet fizik uhel, a gendalc'h ar grennardez, n'oc'h ket dic'houzvez eus dizingalderioù amresister Heisenberg :
Dx.Dp³h/2p?
- Grrm, grrm, a lavar Lagneau.
- Amañ eo un tammig ar memes tra, nemet 'm eus ranket fleuker hag esa meur a wech amañ hag ahont a-benn divinout an amresister war al lec'h hag an amzer, ha da'm soñj ec'h eo :
Dx.Dt > mc²/2p, m o vezañ ma mas din.
Selaou a ra Lagneau gant e ziv skouarn, ha ma 'n defe e rafe gant peder ha gant kement tamm eus e groc'hen ouzhpenn. Kendelc'her a ra ar plac'h :
- Setu ma klaskan-me, gant ma 45 kg, mont en amzer hag en em gavout war-dro tri miz a-raok ur fed istor, evit bout sur da dapout anezhañ, e rankan kontañ e c'hellan kouezhañ 70 - 80 km diouzh al lec'h ma oa sañset erruout. Ma klaskan bezañ resisoc'h en amzer, lakaomp en em gavout d'an 13 a viz Gouere 1789 evit gwelet petra a dremeno an deiz war-lerc'h, e c'hellan kouezhañ 6500 - 7000 km diouzh Paris. Pe c'hoazh mar keroc'h, lakaomp e klaskan bout 100 km ar muiañ tout diouzh Hastings er bloavezh 1066 ; Gwilherm en doa aochet d'an 28 a viz Gwengolo, setu e klaskin en em gavout e miz Mae. Chañsoù 'm eus neuze d'en em gavout betek tri miz a-raok pe tri miz goude.
Mousc'hoarzhin a ra ar plac'h. Den ebet ne lavar netra ouzhpenn, betek ma klever mouezh lent ar gwaz :
- Hag...hag ec'h oc'h e-soñj beajiñ en amzer hiziv ?
O, al loukez, a soñj Ludivine. An hini desketañ an hini genaouekañ, evel ma lâre mamm Fañch Morvannoù d'he mab pennhêr.
- Ya, emezi, gant ur mousc'hoarzh ledanoc'h eget a-raok c'hoazh.
Ur pennad didrouz etreze. Ne glever nemet sarac'h ar mekanik ha trouz bout an arnev o tostaat.
- Da welet emgann Hastings ?
Petra respont da hemañ ? N'eo ket nec'het Ludivine gant an emgannoù, ha pa vefe Hastings pe Bouvines pe Ballon. Na kennebeut gant emgannoù gwashañ an Istor, holl en XXvet kantved, Verdun, Stalingrad, Okinawa. Gwelet ur roue kurunennet ? Kentoc'h gwelet krougañ unan. A, ya. Bout test d'ur prosez a-feson. Nürnberg...re dost. Loeiz XVI, anavezet mat. Jeanne d'Arc ? Bof...
- Nann, pelloc'h c'hoazh en amzer. E kêr Rom e 896. Er bloaz-se e oa marv ar pab Formosus hag interet. Savet e oa bet reuz e kêr, dizouaret ar pab war urzh e susitour, ur Bonifas bennak, lakaet war e dron ha barnet. Bet tamallet dezhañ kaout mestrezed ha karout re ar baotred yaouank. N'on ket sur, met 'm eus aon e oa bet taolet ar c'horf en Tevere a-benn ar fin.
- Che yei yei ! a lavar Lagneau.
- En gwirionez, evit ar pab-se...
Dont a ra a greiz holl ur skrid war ar skramm. Hag e-lec'h bezañ e saozneg evel a-raok ez eo brezhoneg :
Quemenn a beurz Soaz da Luduenn. Pa hay quit ar pennad man diwar da vachin, e hay toud an traou da nentra. Lak al loue zo ganit da bouezo war an touseg.
OK / Mad e
- Bon, se 'sinifi on prest da vont, eme ar plac'h. A-benn dek eilenn ac'hann ec'h on aet.
Lakaat a ra ar bir war OK.
- Klikit bremañ, emezi d'ar gwaz, hag e vroud e zorn war un dro. Ur pezh flash, tarzañ a ra ur pezh taol kurun er maez ivez, ha du tout ar skiber war-lerc'h.
Teñval-holl eo al lap en-dro da Cedric Lagneau ; santet en deus evel ur fiñv en e gichen, chomet eo c'hoazh c'hwez ar plac'h war e lerc'h. Astenn a ra e zorn en deñvalijenn, skubañ a ra pousier war an daol a zo dirakañ. Mann ebet ken ; aet eo ar plac'h hag ar C'hray-Macintosh dre an toull preñv he doa digoret moarvat. N'eo ket spont a zo krog ennañ ; enkrezet, nec'het eo, kentoc'h. Chom a ra da fleuker en deñvalijenn ; n'eus den ebet ken el lochig, neblec'h. Dre an nor e wel ur c'harrez sklaeroc'h ; mont a ra er-maez. Petra ober ? Komz gant unan bennak eus a avantur...Nann, ret eo dezhañ lakaat e grabanoù war ar plac'h-mañ, kousto pe gousto, pa ne vije nemet evit ober d'ar SOSERII kreskiñ c'hoazh ; hag ivez a-gaozenn d'he mousc'hoarzh, d'an interest a gave er pezh a rae ha d'he doare dibreder da ganañ ur ganaouenn dichipot. Ha d'an disoc'h eo deuet a-benn da gaout. Gwelet a ra dija ar pennadoù bruderezh : " Gant ar SOSERII, kejit gant tad-kozh ho tad-kozh you ", ha mousc'hoarzh ar plac'h a chom da darnijal en aer evel hini kazh Chester. Ha ret e vo lakaat ar plac'h da zepoziñ ur breved kerkent ha ma vo deuet en-dro eus Rom. Ma teu...
Ober a ra ur sell en a-dreñv : aze emañ ar skiber evel bremazon. Pelloc'h dirazañ emañ gouleier kêr. Ret eo dezhañ adkavout ar plas-mañ, mont a ra war-zu e wetur en ur sellet dreist e skoaz bep dek kammed a ra. Remerkañ a ra neuze eo chomet al logodenn en e zorn serr. Pegen pounner ! Dindan ul lamp e chom da sellet : aour...Mall zo warnañ mont davit e louzofon en e wetur ; redek a ra dindan ar glav arnev.

Emañ Ludivine o kempenn he fenn-daoulin kignet gant Mercryl Laurylé, da c'hortoz e sioulafe he c'halon. Puten c'hast, sell aze un abadenn a zo bet, a-drugarez da Soaz Paskored. Teir eur-pad dirak ur C'hray-Macintosh eus an unvet kantved war'n ugent. Sapre Soaz penn-skañv ivez, n'he doa ket soñjet en em gavfe diwisk Luduennig d'an eur merket. Ha pennfollet e oa bet a-gaozenn d'ar paotr-se en he c'hichen, hag hi ken noazh ha kein ur morgazh. Nijet he doa kazi war ar wenodenn, kouezhet e oa war he genoù ur wech, strobet ma oa bet gant ul lañsadenn drêz, ha pignet he doa ouzh ar gordenn buanoc'h eget ur gevnidenn ouzh he steuenn. Sapre Soaz ! Mousc'hoarzhin a ra pa soñj en daou-se, ar sorserez kozh hag an ijinour yaouank, ur c'houblad dispar ma zo unan. Hag hennezh all a soñj dezhañ ken buan all eo erruet-hi, Ludivine, er gêr a Rom en navvet kantved. Da zegas d'ar bed-holl ur rentañ-kont eus prosez Formosus...It da zeskiñ ho micher, Frédéric Pottecher, François Foucart ha kelaouennerien prosezoù meur fin hon kantved ! C'hoarzhin a ra da vat en ur lakaat un T-shirt ; en em silañ a ra en he gwele, ma c'hell e kousko.

Pellgomz d'e gensort Aymeric Biétry, n'eus nemet se d'ober evit Cédric Lagneau, Aymeric, kengrouer, kenbrezidant etc...ar SOSERII, e vignon kozh abaoe al lise Henry IV gwechall, evit rannañ gantañ ar c'heloù souezhus. Ober a ra an niverenn war e venveg...Alleluia ! N'eo ket ur responter a zo er penn all : goude dek pe zaouzek sonerez, e klev mouezh morgousket e gamarad :
- Cédric, mab ar c'hast ! Goût a rez pet eur eo ?
- Deus diouzhtu amañ.
- Pelec'h ? N'out ket mat ?
- Kavet 'm eus un dra dispar, ur plac'h hag a dalve Steve Jobs ha Steve Wozniak (2) war un dro, hag he deus en em gaset en amzer. Chomet eo al logodenn ganin...
- Profit anezhi mat neuze, ha lez ac'hanon da gousket.
- Profitañ piv ?
- Da logodenn. Ale, noz vat !
Ret da Cédric Lagneau chom da zisplegañ teir gwech da betra eo bet test a-raok ma tihunfe da vat egile. Met ne chom ket hemañ da dermal :
- Teir eur eo, pe war-dro. Lakaomp da seizh eur dirak ti-gar Gwengamp ?

Da seizh eur nemet pemp en em gav Porsche Aymeric dirak ar gar. Hag ar souezh pa wel al logodenn e dorn egile, o luc'hañ dindan bannoù an heol o sevel.
- Gast, evel an deiz all e-kichen Evreux, laeret ur pezh pres pounner met bruket, tri mi lur ur wech adwerzhet, hag ankouaet an tolzennoù aour a oa dindan he zreid evit stabilaat anezhi, pevar-ugent mil lur pep hini...
Mont a reont o-daou betek al lapig ; n'eus netra en diabarzh : un daol gozh, ur gador hag ur skaoñ tri zroad, ur blue-jeans hag un T-shirt en ur bern en ur c'horn, ur bal hag ur varr...Netra.
- Sur out e oa amañ ? a c'houlenn Biétry. Ne zeu ket an tredan betek amañ zoken.
- War ar skaoñ-se e oan azezet koulskoude...
Mont a reont er-maez. Al loch zo bet savet e traoñ ur verje, a-dreñv un ti evel ma weler kement anezhe e fabourzhioù ar c'hêrioù.
- Moarvat emañ perc'henn al loch-mañ o chom en ti tostañ, a lavar Aymeric. Egile zo re alvaoñ evit divizout netra. Hag un nozvezh digousk ne sikour ket kennebeut. Pignat e reont a-hed ar wenodenn betek an ti a welont du-hont.
- Petra a vo goulet gante ?
- Trawalc'h a draoù a ouzez war ar plac'h-se, memestra. Barrek war an urzhiaterezh, war traoù an Istor, kanañ a ra gwerzioù en scots, bet eo er skolaj gant Heisenberg...
Emañ bremañ an daou gomper dirak dor ti Luduennig. Istribilhañ a ra truezus al logodenn aour war-bouez he neudenn diouzh dorn Lagneau.
- Sonet 'vo ? a ginnig Biétry.
- Deomp de'i, eme egile.
Son a ra ur c'hloc'hig en diabarzh. Klevet a raer trouz, hag ur vaouez hanter-kant vloaz bennak o tigoriñ an nor gant ur beg kintus, souezhet o welet an daou zen yaouank gwisket cheuc'h 'bour an nor. A-dreñv homañ, ur vaouez all war-dro tregont vloaz.
- Ma 'z eo evit Jehovah, 'm eus ket amzer, a duf-hi...Oooo !
N'emañ ket e-sell da barrañ an nor ken ; dirak he fri emañ al logodenn aour o luskellat goustadik hag o lugerniñ en heol par ma c'hell. O klevet an "oooo" e tosta ar plac'h all.
- Ne werzhomp netra, n'omp ket prezegennerien, a lavar Biétry. Ec'h omp just o klask perc'henn al logodenn-mañ...
- Met se zo aour ! a estlamm ar vamm.
- Aour tout, a eilgery Aymeric.
- Ya, 'm eus aon eo deomp, keda Lorraine ? a lavar mamm Ludivine en ur astenn he dorn sag al logodenn. E pelec'h 'peus kavet anezhi ?
- Izeloc'h aze, eme Lagneau en ur zastum ar benveg en-dro en e zorn, rak ar plac'h a oa bremaik a oa un tamm mat yaouankoc'h eget homañ yaouank. D'ur plac'h e oa, hag a laboure er skiber ahont dirak ur C'hray-Macintosh hag a oa gouest da zibunañ dizingalderioù Heisenberg war lec'h hag energiezh ul lepton. Ma roit din unan anezhe e vo deoc'h al logodenn, Lorraine, emezañ ouzh ar verc'h.
Alo, sell aze un dra all c'hoazh, ur paotr gwisket cheuc'h amañ, hag a zeu gant ul logodenn aour en e zorn, hag e-lec'h reiñ an dolzenn bresius didorr ha didruch, en em laka da gomz hittiteg, hag e vanka dezhañ e komzfec'h hittiteg gantañ, ar mab imbisil gast-se ! Koulskoude n'eo ket evit an tele, n'eus kamera ebet gante...
- Ken buan all eo da Ludivine, eme ar vamm buan ouzh he merc'h henañ. Kerzh da dennañ anezhi er-maez eus he gwele ! Ur verc'h 'm eus c'hoazh, emezi en ur c'houlenn eskuz gant ar gompagnunezh.
Ur griadenn pe ziv war-laez, trouz un nebeud traoù o kouezhañ war an doubl. Pemp munut war-lerc'h, e weler Ludivine o tont dirak Lorraine, gwisket gant un T-shirt hag ur bermuda. Lammat a ra kalon Lagneau o welet anezhi, ober a ra sin gant e benn da Aymeric. Kignet eo bet he fennoù-daoulin hag hec'h ilin. Daoust ha tapet eo bet e-mesk un taol-dispac'h e Rom ? Chañs he deus bet nompas bout lazhet, ha laouenaet eo Lagneau o welet anezhi yac'h ha bev.
- Laosket 'poa un dra bennak dec'h war ho lerc'h, emezañ en ur astenn al logodenn.
Ludivine ne respont ket, ne ra ket van zoken gant ar c'hinnig.
- Tap anezhañ 'ta, ma eo dit, a gomand ar vamm.
Fiñv ebet. Ober a ra ur c'hruz d'he skoaz.
- Goût a ran eo deoc'h, a gendalc'h Cédric. Dec'h e oac'h dirak ur mell komputer, o klask mont da welet penaos e oa tremenet emgann Hastings. Goude-se oc'h aet da Rom...
Aze e krog an amzer da vout toufus, pep hini o sellet ouzh ar re all gant un tamm souezh. Daoust hag-eñ e koller an eñvor eus an traoù pa 'c'h aer da bourmen en amzer ? Hag aze int savetaet, rak deus tu ar ru e klever ur vouezh raouliet o huchal :
- Michèle ? Savet oc'h ?
- Ya, savet omp tout, a respont ar vamm.
- Soaz Paskored, a lavar Lorraine.
- Savetaet, a lavar Ludivine.
Emañ dija Soaz en o zouez.
- Gant piv emañ an touseg ?
Diskouez a ra Ludivine Cédric gant he biz. Hemañ a zigor palv e zorn dirak Soaz.
- Diwar daou e teu unan, diwar unan n'eus mann ebet ken.
Flach ! Ur mell touseg zo kluchet war dorn ar c'henbrezidant,etc...Albertet e chom da sellet ouzh Soaz hag a dap anezhañ hag a lez anezhañ da redek er geot.
- Eya, un touseg. Bufo Bufo. Un anv latin bet roet dezhañ gant Linné evit ober ton da vBuffon, hag a oa ur penn karn, ur pizhlouz hag ur revr-gwigour evel ne vez kavet kalz.
Souezhet e chom an holl dirak deskadurezh ar vaouez kozh.
- Diskennit ganin, a lavar Soaz d'an daou ijinour. Deus ivez, Luduenn.
Mont a reont dre ar wenodenn e-kreiz ar verje c'hleb betek al lapig koad. Seblantout a ra aesaet da Ludivine rak mont a ra d'o heul hep kilourziñ. Aet eo Soaz Paskored hag Aymeric Biétry un nebeud kammedoù a-raok.
- Piv eo ar vaouez kozh-se ? a c'houlenn Lagneau gant enkrez en e vouezh, ar memes enkrez dres evel deiz e arnodenn dre gomz evit Polytechnique, ma oa bet teugellet.
- Ma maeronez, a respont Ludivine gant he mousc'hoarzh kustum.
- Ha petra he deus graet aze ?
- Un dro fizik. Sorserez a c'hell bezañ pa dro dezhi.
Chom a ra ar paotr da soñjal. Bout zo kredennoù o kouezhañ en o foull en e spered.
- Neuze...Neuze n'oc'h ket aet da Rom ? a c'houlenn, dipitet an tamm dioutañ.
- Eh nann ! Gwelet 'walc'h a rit petra eo gouest Soaz d'ober.
- Me 'soñje din, pa 'm boa gwelet bremaik ho penn-daoulin dirusket hag hoc'h ilin kignet, ho poa tapet bazhadoù un tu bennak en IXvet kantved...
Mousc'hoarzhin a ra Ludivine dirak penn lentik egile, hag en deus c'hoazh un dra da anzav :
- Me 'soñje din ivez em boa kavet ur mekanik nevez evit ma c'hevredigezh, dec'h da noz...
Gwelet a raer dirak hent Kadolan, Soaz Paskored hag Aymeric Biétry o tiskutal gant forzh jestroù. Ken buan all emañ Aymeric o kinnig ur pont aour d'ar sorserez evit krouiñ...
- Lavarit din memestra penaos ho peus dirusket ho taoulin, a lavar Cedric.
- Pa 'm boa gwelet tout ar mekanikoù o vont da netra, ne oan ket bet souezhet peogwir e oa skrivet war ar skramm. Met pa 'm eus santet aer sinoc'h war ma c'hroc'hen 'm eus komprenet e oa aet ivez ma dilhad da netra. Setu 'm eus galoupet betek ar gêr evel un tenn. Ha kouezhet on war ma genoù tro 'z amañ, sellit.
- Dost thou fall upon thy face ?
Thou wilt fall backward when thou hast more wit,
a lavar Lagneau, tener.
Sellet a ra Ludivine outañ :
- Ma 'm eus soñj mat on sañset da respont : ay. Cheñchomp al lizherennoù, neuze : ya.

EPILOG, GROSSO MODO

Pemp pe c'hwec'h vloaz war-lerc'h e oa deuet a benn Luduenn da dapout ku-ha-ka un diplom ijinourez. Dimezet e oa mod pe vod dija gant Cédric Lagneau, met un eured hag ur friko motig 'peupre a voe graet memestra. Bez o doe 1.6 a vugale ( ar sifr etre evit an XXIvet kantved ) hag e voent eürus tamm pe damm. Gwech ha gwech all koulskoude, e veze klevet Cédric o klemm :
Come sooner tae yer bed at e'en !

YANN GERVEN
2 VI 1998

(1) : troidigezh feal ar galleg blaireauphone.
(2) : ar re o doa krouet Apple gwechall.

The Lament of the Computer Widow a zo da vezañ kavet war al lec'hienn-mañ.

An danevell-mañ a zo bet embannet war Al Liamm. Fazioł a oa en embannadur-se, setu perak am eus lakaet anezhi war ar Steuñvenn...


(c) Yann Gerven 1998




1