JEZABEL

" ' It needs to be but watered ', James Connolly replied. "
( Yeats )

An dra-se dres e oa Artur Kabiten o soñjal en ur sellet ouzh ar pastis melen treuzwelus a oa en e werenn. Aet e oa Florence da gerc'hat ur voutailhad dour bijnik er c'hav, rak ne faote ket dezhi servijañ dour nitratet ar barrez d'ur pratik nevez, ha pa vefe evit astenn ar pastis. Ma, ma, ma, en doa respontet Artur. Desket e vez bemdez.
Abaoe abred kentaou e oa Artur o virviñ gant ar c'hoant da zont da welet penaos e oa diabarzh an ostaleri. Un ti-ostaleri prenet gant ar saozon, soñjit ! Hag addigoret dec'h. Aet e oa bremaik da gerc'hat Lan C'hloan da zont gantañ, mes Lan a oa da vont da ospital Karaez da welet ar medisin, an tañsion, Artur gaezh, an oad zo aze ivez, hag ar butun hag hili ar c'hig sall. Setu war-dro unnek eur hanter en doa divizet ar C'habiten mont e-unan en davarn. Kredit ac'hanon pe na rit ket, ken enkrezet e oa o vont e-barzh ha ma oa ar wech kentañ ma oa aet en ur fouzhti e Brest, e-pad e goñje. Rak n'ouzer ket, kaeñ...Un ostaleri dalc'het gant ar saoz... Ken buan all e vije oblijet d'evañ te. Ha se zo mat evit ar re glañv ; ar re o deus tañsion, lakaomp. Unan evel Lan C'hloan, lakaomp. Pas unan yac'h eveltañ.
N'en doa ket padet e enkrez, rak kenkent hag antreet en ti en doa anavezet war an estajerennoù ar voutailh hollvrudet leun gant an evaj produet gant Paul Ricard. Ha graet en doa ivez anaoudegezh gant Florence ; ha da ziwall 'zo, rak Florence-mañ n'eo Florañs anezhi. Ret eo lâret un dra bennak evel Flâââwinz. Er mod-se e ra he gwaz, bepred.
Sell, emedi o tont, gant an dour. Pozañ a ra ar voutailh dirak Artur : " Yec'hed deoc'h ", emezi ; desket un tamm brezhoneg ganti ivez. Mont a ra en tu all d'an daol-gont, hag en em lakaat da gempenn ar gwer.
Neuze ez eo ur skeudenn all a gemer plas hini Florence e eñvor Artur : hini Solañj, a oa a oad gant homañ e fin ar brezel p'he doa kemeret an ostaleri-mañ. Chañs he doa bet ha chañs n'he doa ket bet : he gwaz a oa bet ur c'hoñversant oberiant etre 1941 ha 1944, un tu bennak kostez Paris, ha mindrailhetenn un FTP n'he doa ket laosket anezhañ da zispign ar grifoù espernet, setu e oa deuet an intañvez yaouank d'en em staliañ amañ. Sañset e oa deus ar vro, Berrien pe Skrignak.Ma Doue, a soñj Artur, holl e taolemp selloù avius warni : ur vaouez yaouank yac'h, hec'h-unan en ostaleri-se. Hag an doare he doa da gemer harp war e orloc'h ouzh ar c'hontouer : pozañ a rae he divronn war an daol-gont, ha goude en em lede an hiviz evel ur golinetenn en-dro d'an daou frouezh azv. Ne oa den ebet e-mesk paotred ar geriadenn dic'houzvez diouzh liv begoù an divronn-se : mouk teñval, kazi du e oant. Ha kentoc'h eget ar " petra 'po ? " kustum, he doa he mod da c'hrougouzat : " Deus pehini 'po, Artur ? " hep bezañ jenet e mod ebet, hag eñ a vesteode : " ur bannac'h gwin ruz ". Ne oa ket evel homañ 'vat, gant bronnoù itik ma tle an avel sil tremen etreze, kenkent ha ma 'c'h a er-maez. Mes evit afer-se, ne oa aet hini ebet eus paotred ar barrouz e gwele Solañj : he gwalc'h he doa bet gant he gwaz kentañ, moarvat...
Neuze e teu soñj da Artur eus un darvoudig en doa graet un tamm trouz er c'horn-mañ eus ar barrez ; an dra-hont a dremene un tammig goude ar brezel, da rageost 46 pe 47, 47 kentoc'h, rak fall-abominapl e oa bet an hañv 46. Echu e oa an dornerezh ed, dastumet ar plouz, pemzektez a oa c'hoazh da c'hortoz a-raok krogiñ gant ar gwinizh-du, pa oa kouezhet warne ur frapad arnev. Abaoe kreisteiz e oa an dour bil o veuziñ an terouer, ha dont a rae tro-dro da Artur ar skeudoù kozh a oa deuet an deiz-se : Jañ Mari C'hloan, Per Rumen, Yeun Garzuel, Per Vari Roparz, Marijan Kolkanap, Laou Fer... Petra ober, nemet lezel ar glav da gouezhañ, keda ?
Ha setu a-greiz-tout ar c'hure yaouank oc'h antreal en ostaleri. Er c'horn-mañ deus ar barrouz, n'omp ket ken troet war ar relijion ha tud pinvidik traon ar barrouz ; un nebeud mat a familhoù protestant zo ouzhpenn. Evit afer-se n'aomp ket da dufañ war ur beleg pa zeu da gomz ouzhimp.
- Aotroù Kure, nag un amzer hiziv !
- Ya, emezañ en ur dorchañ e dal gant e vouchouer. 'Mechañs eo bet medet ha dornet an edoù ganeoc'h !
Komz a reomp c'hoazh deus an drevadoù, deus al labour a zo o c'hortoz ac'hanomp, ha neuze e ra dimp ur c'hinnig. Soñjet en deus e vije mat mont da drugarekaat ar Werc'hez betek ar Folgoet, evit ar mod ma eo bet echuet ar brezel, peogwir omp bev tout en ostaleri-mañ o kontañ kaoz, ha ret eo deomp mont da rentañ grasoù dehi a-benn an 8 a viz Gwengolo.
- Dont a rafec'h ganin, c'hwi ? a c'houlenn deus Yeun Garzuel.
N'en deus ket bet chañs.
- Allas, aotroù Kure, me zo protestant ! a respont Yeun.
M'en dije ranket ar beleg yaouank lonkañ un touseg en vev, n'en dije ket bet un aer doñjeretoc'h. Aet eo kuit Yeun Garzuel ha Per Rumen neuze, sed e oamp etre katoliked, mes yenaet e oa bet an ostaleri en un taol. Ha setu Solañj o klask adlañsañ ar gaoz :
- Deus pehini 'po, aotroù Kure ?
Ret eo lâret e oa war he zu mat, Solañj ; er mod-se e lâremp, bepred, ni ar baotred. Gant an amzer tomm ha toufus a oa bet e-pad an deiz n'he doa ket kalz a dra dindan he brozh, ha chomet e oa digor ur bouton muioc'h evit kustum c'hoazh. Bravat pladad frouezh a oa dispaket dirak daoulagad ar c'hure yaouank.
- Jezabel ! a vlej hemañ neuze. Jezabel, hag a oa ken drouk ken e nac'has ar chas debriñ he daouarn !
Hag e tilamm er-maez eus an ostaleri, ha timat o c'haloupat dindan ar barr. Skodeoget-holl e oamp.
- Jezekel ? Pesort Jezekel ?
- Ijabel ! Lâret en deus Izabel !
- Hag a zeue ar chas da zebriñ en he dorn !
Chomet e oamp e-pad pell da sevel ur romant : aet e oa ar c'hure yaouank da veleg abalamour d'ur plac'h yaouank, Ijabel Jezekel moarvat, hag a soursie deus chas. Ha Solañj he doa degaset soñj dezhañ deus an Izabel-se.
A, Solañj....
- Flâââwinz !
Emañ Artur dirak e vanne Ricard en-dro. Pemp ploaz ha daou-ugent zo tremenet abaoe.
D'ar c'houlz-se ec'h eve gwin ruz...

                                                      Yann Gerven
                                                       Eost 1992


(c) Yann Gerven 2000




1