AN EFED PAPILHORIG



 ...il vaut mieux pencher vers le doute que vers l’assurance des choses de difficile preuve et dangereuse créance. ( Montaigne)

 

Bourk Poullaouen, a-benn ar fin. Ouzhpenn un eur vale ‘m eus graet, en ur ziwall mad e pep korn-tro, a-raok treuziń pep kźr ; en ur sellet aketus deus kement oto a welen a-bell, en ur lammat dreist ar c’hleuz pe en ur en em daoler a-c’hwen ma c’horf er pouron pa gleven un drouz digustum.

Eizh eur nemet dek eo en tour iliz. Tri pe bevar ostaleri digor, evel ma ‘m eus bet anavezet Poullaouen a-viskoazh, mes ar skiant prenet emaon o paouez tapout a lavar din diwall. Choazań a ran unan ‘lec’h zo un tamm mad a dud, ha dreist pep tra, un tele war enaou. Ha piv a deu war wel da eizh eur rik war ar skramm, ma n’eo ket David Pujadas gant e fas marmouz trist o paouez bezań skandalet pe dantet gant mammez koshań ar vandenn.

Antreal a ran. Harp deus ar c’hontouer ez eus pemp pe c’hwec’h den oc’h evań diouzh o sav ; tostaat a ran, hep bezań remerket re, deus ur c’horn deus an daol-gont, e-kichen un troc’had paotr gwisket gant un T-shirt glas, ha gant divskoaz ha divrec’h ur marichal o tont er-maez deus e bezh tilhad. O burzhud, gwelet a ran ane’ań o tennań ur bilhed deus e c’hodell da baeań ar pezh emań o paouez evań : trugarez, ma Doue, selaouet ‘peus ma fedenn, ur bilhed gris pemp euro eo ! Pokań ‘walc’h a rafen d’ar marichal gant al levenez, mes heuliań a ran darvoudoł an devezh war ar skramm. Tridal a ra ma c’halon o welet emań Sarkozy, ministr an Diabarzh, oc’h ober ur brezegenn dirak pennoł bras ar polis un tu bennak etre Argenteuil ha Saint-Denis. Maaa, piv bennak en dije lavaret din pemzektez so e vijen karget a joa dreist ar c’hleuzvinier mann ‘met o welet maer Neuilly o safariń war ar surentez ‘m bije roet de’ań ur cholpad e korn e figur hep marc’hata. Aet kuit Sarkozy a-ziwar wel, setu bremań Chirac, prezidant atav, o tegemer ur c’hannad deus an Afrik, hag ur vunutenn dek goude c’hoazh, reuz etre an Indez hag ar Pakistan, ken n’on ket evit miret a lāret da’m amezeg :

- Vad a ra gwelet e tro mad ar bed atav.

Grozmolat a ra ar marichal, torchań ar spoum bier diwar e vourennoł gant kil e zorn, ha sellet deuzoudon :

- E c’hellfe treiń gwelloc’h, ‘sońj ket dit ?

- Geo, geo, a respontan buan, ha neuze e tispakan de’ań ma gaou prientet abaoe pell zo ha sifellet brav ganin :

- Pezh a zo, bet on oc’h ober ur veaj pell, hag e pell vro. Se zo kaoz on soulajet o welet n’eus ket cheńchet kalz a dra e Bro-C’hall.

Lonkań a ra ma c’hendivizer ur glukadenn all, amzer din da gaout an eurvad da welet ez eo e 1664 e oa bet krouet an ti Kronenbourg amań ivez.

- Betek pelec’h out bet e-giz-se, ma n’eo ket bout re gurius ?

- Ar Papouazi.

C’hwitellat a ra ar marichal. Sur, nann, n’eo ket tost. Eń zo kamioner, mont a ra a-wechoł betek Bro-Spagn, Zaragoza, Valladolid. Ar Papouazi, se zo muioc’h c’hoazh er Su.

- Louis, de’as ur C’hro all da’m c’hamarad papou amań !

Kaoz zo bremań war al lukern lugernus deus skipailh football Bro-C’hall du-hont etre Seoul ha Tokyo, hag e keit ma sell aketus ma amezeg deus ar pennad-mań ha ma tosta Louis gant ur werennad bier, ec’h an da zisplegań deoc’h petra zo c’hoarvezet ganin en gwirionez.

 

Labourat a ran e skol veur Lyon, ur yalc’had postdoc ‘m eus evit bevań. Pemp omp er memes skipailh : en hon penn, ur skiantour brudet deus Lausanne, ar c’helenner Yoccoz. Goude-se, ur c’hlasker deus Dijon, Pascal Bonaty, ha neuze tri bostdoc : Mileva Maric, deus skol veur Orsay, Emmy Nöther, deus Tübingen, ha me, Yun Klec’h. Ha n’eo ket deus ar Papouazi emaon o paouez dibarkiń en gwirionez, mes deus an XVIIIvet kantved, ha pas dre an hent eeun.

N’on ket e-sońj displegań deoc’h dre ar munud penaos e oan bet kaset di, penaos e oa bet savet ar ribourzerez ganeomp, pesort kevatalennoł diferańsel moamp ranket skrivań ha diskoulmań, pesort tensorioł a oa bet lakaet da c’hoari gant Mileva ; nann. Evit bout komprenet gwelloc’h ganeoc’h memestra e pouezin just war daou boent.

An hini kentań eo an efed papilhorig : ma ne oarit ket petra eo, dont a ra an anv-se deus ur farsadenn graet gant ur fizikour en doa lavaret e-kreiz ur brezegenn e c’helle nijadenn ur valafenn e koajoł Sumatra bezań pennkaoz d’ur barrad tourmant war New York. Ur farsadenn dibenn-pred e oa tra ken, mes peogwir e oa ar fizikour un den brudet, ha peogwir ne oa ket bet gouest an tri c’hard eus ar selaouerien da gompren ur siseurt en nemorant eus e brezegenn, e oa bet kemeret skeudenn ar papilhorig evel gwir bater.

Da c’hortoz e klevomp kaoz bemdez deus an efed papilhorig gant an ao. kelenner Yoccoz hag a zo tik war se, ha moarvad emań ar gwir gantań. Un dra zister en amzer dremenet a c’hell degas heuliadennoł spontus en amzer vremań ; ha neb a ya war ribourz en amzer eo arabad de’ań touch deus mann ebet, pe, ma rank ober, deus an nebeutań posupl a draoł : an disterań cheńchamant degaset gantań, ur voger pe ur c’hleuz diskaret, tud spontet pe gloazet, pe, gwashoc’h c’hoazh, lazhet, a c’hell engehentiń darvoudoł euzhus en hon amzer.

An eil poent a rankan menegiń eo an energiezh spasamzersinetikel, ha ken alies ha bemdez e klevomp komz deuzouti gant Pascal Bonaty, hag a zo pitilh gant ar meizad-se. An holl ac’hanoc’h, lennerien ger, a oar petra eo an energiezh sinetikel, hag hec’h efed pa gaser un oto : pa dremener deus 50 km/eur da 100 km/eur e vez liesaet an energiezh sinetikel dre bevar, peogwir eo kenfeurel gant karrez an tizh. Alese e ranker kaout, dre vras, peder gwech muioc’h a hed a-raok arestiń pa ‘c’h aer da 100 km/eur eget pa ‘c’h aer da 50 hepken. Hervez teorienn ha jedadegoł Pascal Bonaty hag Emmy Nöther, ez eus un dra damheńvel pa veajer en amzer, anvet gante energiezh spasamzersinetikel, hag hec’h efed a dlefe bezań un darzhadenn trouzus ha drastus pa ‘n em gaver en un amzer nevez.

- Kement hag un nebeud lurioł TNT, moarvad, en deus resisaet Pascal.

- Hag un nebeud zo pegement evidout ? he deus goulet Mileva.

- Etre kant ha mil, marteze. Moarvad nebeutoc’h.

- Mes marteze muioc’h ivez, he deus lāret Emmy.

Dont a rae dirak ma daoulagad fotoioł ar bres a oa bet en Toungouska e 1908 p’he doa stoket ur gometenn vihan deus an Douar, gant ouzhpenn pevar-c’hant mil devezh-arat gwez melvez troc’het naet ha pilet war an douar. Ma oan d’ober un hevelep distruj en XVIIIvet kantved en ur arriet, daoust hag-eń e oa kel a « efed papilhorig » c’hoazh, hep farsal ?

 

Sońj mad ‘m eus deus an deiz ma oan aet kuit ; eizhtez so e oa, mes pa ‘po lennet tout kement a zo c’hoarvezet abaoe, e komprenoc’h ez eo pell em eńvor. En un otel bihan e Langogne (48) e oan, hag ar ribourzerez a oa kuzhet mad dindan he roued en ur brouskoad dek kilometr bennak alese, euc’h da Saint-Etienne de Lugdarčs. Tremen a raen ma devezh diwezhań o studial an Istor, ar justis hag ar polis da vare Loeiz XV, gwirioł rannvroioł Su Bro-C’hall, hag all, hag all. O studial ivez ar pezh a oaremp deus an danvez moamp dibabet en XVIIIvet kantved, da lāret eo Loen ar Gévaudan. Deuet ‘oa ar Yoccoz hag ar Bonaty da souhetiń chańs vad din, war-dro div eur goude kreisteiz.

- An dra-mań ‘m boa c’hoazh da reiń deoc’h, sellit, eme ar c’helenner en ur astenn din ur yalc’h ler giz gwechall, ha ponner mat. Tennet ‘m eus ur pezh : louizoł aour e oant, gant dremm LUD. XV, roue Frańs ha Navar.

- Barrek e vi evel-se ma ‘z peus e’mm da brenań ur jao pe da lojań en ostalerioł e-pad meur a zevezh, en doa poursuet Pascal Bonaty.

Da bemp eur e oa Emmy Nöther o skeiń war ma dor. Degaset he doa din ur walenn, un anell a vefe reishoc’h marteze, deus ar stumm hag ar ment ane’i. Ha me fromet gant ar prof-se, ken diseblant ma oa bet Emmy em c’heńver e-pad an tri bloaz ma oamp bet o kenlabourat.

- Lak ane’i war da viz bras.

Sentet ‘m boa, souezhet ha plijet war un dro, mes allaz, ranket ‘m boa disouezhiń buan a-walc’h :

- ‘Mod-se, lakaomp e vefes lazhet e-kerz da veaj, pez sońj deus Magellan, Marion Dufresne ha n’onn ket pet all, e c’hellimp klask war-lerc’h da relegoł : bout zo ur c’hoanenn beuzet er plastik, hag a zo sańset kas keloł e-pad pemp kant vloaz.

Ar c’heuzad kouraj am boa c’hoazh a oa koazhet en un taol ; da neuze e oa kentoc’h kaoc’h tomm em bragoł ganin. Kinniget ‘m boa ur banne te d’ar plac’h, mes santout a raen e chome paret he selloł war hec’h anell, betegoūt e pozfen ane’i hag e laoskfen ane’i war ma lerc’h. Laosket ‘m eus Emmy da vont en he roud, hep morc’hed, ha me, digońsertet naet, o klask respont d’ar goulenn : perak me, ha n’eo ket nikun deus ar pevar all ? Eli, Eli, lama sabaktani ? O, aezet e oa ar respont : peogwir ne oan nemet ur postdoc, peogwir e oan bet gouest da zeskiń yezh oc ar c’horniad, goude ar brezhoneg, ar galleg hag ar saozneg ; Emmy ne oa ket deuet a-benn da zeskiń poz galleg zoken, ha Mileva, ma oare dre ‘n eńvor arsavioł ar RER etre Orsay ha Palaiseau, a oa kollet war ar maez gwashoc’h evit un aouredenn war brankoł ur wezenn spern du. Ha tonket eo d’ar postdoc sammań war e chouk holl vizer ar bed evit brasań gloar ur mandarin bennak : klaskit tapout Greenland Monopole war mudcat.org hag e komprenoc’h.

Da nav eur e oa tro Mileva da zont da gimiadiń deuzoudon, gant he gitar en e c’houin, ha gant daoulagad ruz. En ur ziskouez de’i un daeraouenn a oa o perlezenniń e korn he lagad, ‘m eus goulennet petra ‘c’hoarie ganti :

- A, Yun, keneil ker, emezi, pa ne vezit mui ganin, pa ne welan mui ho tremm galonek, pa ne glevan mui ho mouezh frealzus, e stag an enkrez ennon kerkent. Ken reuzeudik on o c’houzout emaoc’h o vont da bell amzer, hep den ebet evit soursial ouzhoc’h, hep postdokez ebet evit ho souten en dańjer hag en adversite !

Krog e oan da zifronkań gant un hevelep kofesion, pa zo deuet sońj din em boa gwelet En ur Rambreal digor er bajenn 103 war he burev, ur wech ; ha peogwir ne oan ket ken genaoueg hag haroz Kerwerc’hez ‘m eus kemeret ane’i etre ma divrec’h ha frealzet ane’i deus ar gwellań ma oaren ober. War-dro pemp eur beure on bet dihunet a daol trumm ganti :

- Didiac’h, Yun, gant tout se - ha tout se a oa moarvad ar stlabez a oa em c’hambr, ma dilhad hag he dilhad strevet e kement korn a oa, hon daou gorf leun a c’hwezenn, ha me oar ? - gant tout se ‘m boa ankouaet lāret dit d’ober petra e oan deuet.

Degaset he deus war ar gwele ar c’houin gitar a oa deuet ganti.

- Kavet ‘m eus an dra-mań, emezi en ur zibradań ar golo.

Frotań ha dibikouzań a ran ma daoulagad, mes kaer ‘m eus ober, ne welan nemet tammoł houarn, un tamm koad koaret hag un espes taboulin.

- Ur vindrailhetenn, ‘welez ket ? Ur Suomi 37, gant ur c’harger e stumm ur ruilh.

Sellet ‘m eus gant disfiz, ma n’eo ket muioc’h, deus ar pezhioł houarnaj ha koadaj kozh, deuet war-eeun deus mare an obuzerioł 75 hag al listri hobrejonet gant kanolioł 380. Dija gant ur flech lastik ne oan ket deus ar re varrekań gwechall...

- Mizer ‘walc’h ‘m eus bet, emezi, mes deuet on a-benn da gaout boledoł plastik da vont ganti. Nebeutoc’h a se a bouez da gas.

Chom a ra da ziskouez din dre deir gwech penaos sevel ha divontań ar mekanik.

- Dek tenn ha tri-ugent er c’harger, prenet ‘m eus ur voestad tri-c’hant ugent boled ouzhpenn, emezi en ur frotań he daouarn lardouz war lińserioł ar gwele. Mechańs e c’helli en em zibab gant se.

- Gant piv ‘peus bet an arm-se ?

- Gant un tonton kozh din, a oa er rann arme he doa lakaet seziz war Petrozavodsk, a respont Mileva, evel ma vije naturellań tra da lāret.

Puten c’hast, petra eo ar Petromachin-se hag e pelec’h emań ? Otkuda mne znat’ ? En ur gwallhunvre emaon, ha ret eo din dihuniń prontamant. Pińsań a ran kroc’hen ma bizaj, war an etmoid. Aiou ! Dihun kaer on ; emań da vad Mileva Maric, gwellań empenn skol veur Orsay, en noazh pilh dirakon, o tiskouez he barregezh war an armoł bet graet e Finland etre an daou vrezel gant ar memes aezamant a gustum-hi diskouez pa gomz eus fizik kwantek.

- Dihunet ‘m eus ac’hanout re abred, ‘m eus aon, emezi gant ur mousc’hoarzh lentik. Da bed eur e tibradez ?

- Da nav eur e rankan bezań e Saint-Etienne de Lugdarčs.

- C’hwec’h eur nemet ugent eo hepken, emezi en ur sellet deus he montr. Amzer zo c’hoazh evit... ? Pe gwelloc’h e kavez... ?

- Deomp de’i, ‘m eus konkluet, ha ruilhet meump adarre war ar gwele gwigour libistrennet e lińselioł.

 

Dibradet ‘m boa hep poan deus Saint-Etienne de Lugdarčs, goude bezań klenket aketus mindrailhetenn Mileva e koufr ar ribourzerez ha lakaet an anell nötherian war ma biz ; goude-se eo he deus trenket an abadenn, rak e Gévaudan ar bloaz 1765 ‘m eus kavet ar brouenn eus ar pezh a sońjemp-ni en unvet kantved warn ugent : ral eo d’ur bleiz gwallań e breiz a-raok lazhań ane’ań. Diskoachet ‘m eus eno daou fallon da nebeutań hag a oa troet war gig tener ar grennarded hag ar c’hańfartezed. Hag an deiz ‘doa-int klasket en em zizober deuzoudon ‘m boa ranket en em zifenn, ha bennozh Toue da Vileva, rak mont a rae en-dro ar Suomi 37 gwelloc’h evit brutal ; daou zen lazhet eno, unan ane’e Giscard e anv.

Gast a efed papilhorig ! Deuet on en-dro en hon amzer evit gwelet war ur skramm tele engroezioł tud bodet war an traezhennoł etre Carteret ha Granville, o tougen bannieloł a vil vern, un armead pavilhonoł gwenn gant ur galon sakr hag ur groaz Lorraine. E Paris e keit-se, e oa un doare arsod - un den bihan gant ur penn boull ha daoulagad glas - oc’h hesal hag o harzhal dirak daou c’hant mil a dud war ar Champs Elysées hag o vleujer e oa ret boutań ar Saoz er-maez deus Jersey ha Guernesey. An daou a Vezheven 2002 e oamp koulskoude. An efed papilhorig en doa eilpennet ar bed kalz gwashoc’h evit na’m bije kredet, ha ret e oa din klask renkań se en ur ober ar pezh o doa aliet din ar Yoccoz hag ar Bonaty meur a wech : mont donnoc’h en amzer c’hoazh, kant vloaz da nebeutań a-raok ar veaj diwezhań.

Se a gase ac’hanon da benn kentań ar seitekvet kantved ; c’hoant bras ‘m bije bet da vont da welet penaos e oa Bro Dreger d’ar c’houlz-se, mes aon ‘m eus bet a zigouezout fas da berson Pouldouran o tiambroug ur varrikennad gwin deus porzh Landreger, gant ur biniaouer hag un talabarder o tigoriń e hent de’ań, hag e fuzuilh e-harz e dreid war ar charabań evel boas. Kavet ‘m eus gwelloc’h chom e Su Bro C’hall ; siwazh evidon, en em gavet on e Gaskogn e 1609, pa oa ar barner De Lancre o paouez tapout krog en ur sorserez yaouank ; savet ‘oa ar wrac’hell dija war blasenn Briscous, mes me ne c’hellen ket lezel ur paour-kaezh plac’h ugent vloaz da echuiń e-kreiz un tantad, forzh pegen santel e c’helle bezań an tan-se. Trawalc’h eo bet din laosker ur fraskellad tennoł en aer gant ar vindrailhetenn, - ma bennozh adarre da Vileva - ha skampet kuit an holl dud, barner ha sorserez hag all ; da nebeutań ne ‘m boa lazhet den ebet.

Padal, pa oan distroet d’an tri a Vezheven 2002, e oa ar Frańs e-kreiz ur brezel diabarzh abaoe daou vloaz ; evit bezań resis, abaoe marv ar roue Franēois III hag en doa laosket war e lerc’h daou vab reizhek, daou vab hervez al lezenn, hag ouzhpenn, ur verc’h diwar an avantur, ha pep hini ane’e o klask bezań roue pe rouanez war-lerc’h ar roue kozh.

Ar wech-se ‘m eus bizet Menez Are war-dro ar bloavezh 1495. Spontet ‘m eus daou vesaer deńved bihan en ur zouarań - ur pezh tarzhadenn a oa bet, ar gwir a oa gant Emmy Nöther evit efed an energiezh spasamzersinetikel - mes n’on ket aet er-maez deus ma mekanik kazimant, just evit lavigań ma divesker un tammig hag ober un dizour deus ar bod lann tostań, ha neuze emaon o paouez dont en-dro e Koad Freo, war harzoł parrouz Poullaouen. Ar pevar a Vezheven 2002 omp. Ha komprenit perak on ken laouen bremań o welet Jacques Chirac prezidant, Sarkozy ministr an Diabarzh, ha skipailh football Bro-C’hall prest da reiń roustadoł d’ar Senegal, d’an Uruguay, d’an Danmark, hag all, hag all...

Emań ar c’heleier war an tele oc’h echuiń :

- Tomm eo bet an amzer, eme ma amezeg, ha damaik ‘m boa klevet ur pezh strakadenn gurun deus tu ar menez. Gant ma chomo brav an amzer ur pennadig c’hoazh...

Treiń a ra evit goulenn ur banne all. Emaon atav o sellet deus skramm an tele ; Jacques Chirac adarre, o tigeriń un diskouezadeg peńtur ar wech-mań, hag aze ne c’hellan ket miret a vousc’hoarzhin pa glevan mouezh ar c’hazetenner : « An aotrou Chirac a oa deuet d’an diskouezadeg gant e wreg yaouank... »

Ma, fent en deus ar c’helaouenner-se, ‘m eus sońjet, moarvad emań liproc’h gant e gomzoł abaoe votadegoł ar miz paseet. Mes kaer ‘m eus sellet, ne welan roud ebet deus Bernadette e-mesk kouvidi cheuc’h ar fest. Chom a ra ar c’hamera, er c’hontrol, da heuliań ur plac’h koant ugent pe dregont vloaz bennak, ha honnezh, ma n’eo ket prest da chom c’hoazh, war an tu-se emań bepred ; un dra a hegas ac’hanon, anavezout a ran ar penn-se, mes n’on ket evit lakaat un anv warnań.

Hag a greiz tout, ur pezh barrad enkrez oc’h aloubiń ma c’horf pa sońjan en efed papilhorig adarre :

- Selaou ‘ta, a c’houlennan en ur vesteodiń goude bezań roet un taol ilin d’ar marichal, chiaou ‘ta, dimezet eo Chirac gant Virginie Ledoyen, bremań ?

- Ya, evel just, emezań. ‘Poa ket klevet se ba’r Papouazi ? Se ‘oa bloaz so, goude ma oa bet doganet gant Depardieu ; ur pezh freuz ha reuz a oa bet, ha buan ‘walc’h e oa bet divorset digant Bernadette hag addimezet gant Virginie .

- Gortoz, emon-me, ha moarvad emań ma daoulagad o ruilhal en o zoulloł evel boulloł loto, doganet gant Depardieu ? Gérard Depardieu, ar c’homedian ?

- Nann, pas Gérard, pas an tad. Ar mab, Guillaume.

Lonkań a ran gwestadik ur pezh klapad bier. Ne ‘m eus mann ebet ken da lāret.

- Bon, emon-me, kenkoulz eo din mont en-dro diouzhtu.

- D’ar Papouazi ? a c’houlenn egile en ur c’hoarzhin.

-Ya. D’ar Papouazi.

Mont a ran kuit sa Koad Freo. Klask douarań war diribinoł ar Vatna Jökull en 1380, bremań, en ur souhetiń ne vo kavet tamm debrer reukin brein o tremen ene dres pa ‘n em gavin ?

                                              

            5 VI 2002.


(c) Yann Gerven 2002





1