HEREZH AR BREZHONEG BELEG HA PENAOS EN EM ZIZOBER DIOUTAN

Ar stumm : o + anv-verb


Ur pennad mat ‘zo en doa goulennet Tudual Huon ganin sevel un notenn yezh war implijoù o + anv-verb ; goude bezañ chomet bout e-pad pell, e c’hellan kinnig anezhi hidiv. Un nebeudig evezhiadennoù a-raok :

Da gentañ, graet eo al labour-mañ gant ar soñj sikour gallegerien a-vihanig da wellaat, setu e vo kavet meur a frazenn c’halleg ha troidigezhioù brezhoneg d’o heul, ha dreist pep tra, penaos difaziañ frazennoù brezhoneg savet hervez spered ar galleg.

Un eil evezhiadenn, stag ouzh an hini gentañ : graet zo bet en Emsav en XXvet kantved evel ma vije bet brezhonegerien hepken eus ar Vretoned, hag evel ma vije bet mezhus anzav ur varregezh bennak e galleg : da’m soñj, ma vije bet dielfennet gwelloc’h o galleg gant lod eus hon skrivagnerien, e vije bet nebeutoc’h a fazioù en o brezhoneg war-lerc’h.

Evit echuiñ, ‘m eus remerket e veze alies frazennoù reizh gant an nevez-vrezhonegerien, mes gant forzhig troioù lavar na vezont ket klevet gwall alies, ar pezh a ro skridoù souezhus a-wechoù. Amañ da heul e venegin peseurt troioù-lavar a vez klevet stank, ha pere eo ur ral klevet anezhe, ha diwar se, à consommer avec modération, evel ar boeson hag ar shit.


A) Evezhiadennoù personel

A holl viskoazh ‘m eus bet klevet an daou sort brezhoneg, hini an dud, ar familh, brezhoneg Kerne an divroidi deuet da Blougastell da labourat eus an Irvilhag, Sant-Alar, Hañveg, etc..., hag ar brezhoneg beleg d’ar sul en oferenn. Betek ma fask kentañ dre vras ‘m eus bet klevet ar brezhoneg-se diwar ar gador brezeg ; bez e oa ganeomp ma mamm gozh a gustume difaziañ din ar yezh-se : «  an dra-he n’eo ket brezhoneg mad... Ma lârez an dra-he e c’hoarzho an dud diou’it ... O, tahe ‘n doare treuflez da lâret ‘n traoù ! etc... ». Rak santet e veze fraezh e oa ar yezh-se un dra estren, hini tud bet chomet re bell war o studi galleg pe latin, hag ankounac’haet ar brezhoneg gante abaoe ar c’heid-all.

Hag ar brezhoneg beleg skrivet ? Du-mañ e oa un nebeudig levrioù devosion, ha ma mamm-gozh - ar memes hini a rae goap a-wechoù ouzh brezhoneg ar veleien - a lenne Buhez ar Sent bemnoz a-raok kousket. Soñj ‘m eus bezañ lennet dezhi pennadoù eus al levr-se e fin he buhez, p’he doa mizer o lenn al lizherennoù bihan, ha me trizek, pevarzek vloaz d’ar c’houlz-se. Pa oan arri er Skol-Veur ‘m boa klasket lenn un tamm brezhoneg, mes dipitet ‘oan bet gant ar pezh am boa kavet, a oa blaz ar brezhoneg beleg gantañ, ha ken buan all ‘m bije kaset ar brezhoneg skrivet da stoupañ, ma ne vije ket bet dichañset din gounit oberenn Jakez Riou, An Ti Satanazet, en ur c’honkour gavotenn savet e Hañveg gant Herve ar Menn. Hag e-barzh al levr-se, o burzhud, brezhoneg mat, brezhoneg bev ! Goude-se ‘m boa bet kement a blijadur o lenn teatr Jakez Riou, Itron Varia Garmez gant Drezen, oberennoù Jul Gros, ma kaven enne ar brezhoneg a oa em divskouarn, brezhoneg buhezek, ar c’hontrol bev d’ar brezhoneg beleg.


B) Statistikoù

Lavaret e kavan mat brezhoneg skridoù ‘zo ha fall brezhoneg skridoù all ne gas ket gwall bell al lenner ; evit klask kompren ar perak, ‘m eus savet statistikoù, er mod-mañ :

Anavezout a ran mat an doare ma tegouez an o + anv-verb er frazennoù em brezhoneg kanton Daoulaz. Keñveriet ‘m eus anezhañ gant ar pezh ‘m eus bet klevet e Bro-Leon ( kanton Lesneven dreist-holl ), er vro vigoudenn, bro ma gwreg Agnès hag he familh, e kanton Kallag ha tro-dro da Wengamp : ar memes implij eus o + anv-verb , deuet alies da vezañ é + anv-verb a gaver e pep lec’h. E-barzh yezhadur Kervella ( § 281 ) n’eus implij souezhus ebet evidon ; e levrioù Jul Gros, ‘m eus kavet unan, diwar pemzek kant dre vras, a gavan souezhus. (Tourtañ a rae ar c’hleuzioù o sevel ar c’hrav, III, p 287) Dre ma eo unvan eston ar brezhoneg komzet e-keñver implij o + anv-verb, ‘m eus studiet an degouezioù ma kaven ar stumm-se e brezhoneg c’hwec’h skrivagner eus ar re vrudetañ tout en XXvet kantved : Riou, Drezen, Hemon, Favereau, Oillo, YF Jacq, hag e brezhoneg ul levr devosion : Leor oferen brezouneg ha latin, gant an Ao. J.M. Le Gall, embannet e Kemper e 1900, ur skouer vat eus ar brezhoneg iliz e fin an XIXvet pe e penn kentañ an XXvet kantved. Perak hennezh ? Levr oferenn ma mamm-gozh e oa, ha n’eus ket kalz levrioù devosion em c’herz a-hend-all ; ouzhpenn-se, eo aes din keñveriañ ar skrid latin hag an droidigezh a zo bet graet en brezhoneg, peogwir emaint tal-ouzh-tal. Diwar an implij am eus-me klevet e brezhoneg KLT dre vras, ‘m eus notet hag-eñ e kaven reizh pe teuk pep degouez.


Niver an implijoù teuk / niver an holl implijoù eus o + anv-verb :


J.M. Le Gall, Avieloù al leor oferen :

56 / 184 : 30 %, dre vras !

J. Riou, An Ti Satanazet :

1 / 170 : < 1 %

J. Riou, Nomenoe-Oe :

1 / 150 : < 1 %

Y. Drezen, Itron Varia Garmez :

14 / 286 : 5 %

R. Hemon, Nenn Jani ( an 200 pajenn gentañ ) :

198 / 716 : 27 %

F. Favereau, Mab e Dad ( an 93 pajenn gentañ ) :

2 / 213 : 1 %

F. Oillo, Blaz an Holen ( ar 80 pajenn gentañ ) :

4 / 237 : 2 %

YF Jacq, Da Fall ha da Viken ( an 83 pajenn gentañ ) :

22 / 163 : 13 %



N’eus ket ezomm d’ober jedadurioù abominapl evit gwelet e c’heller lakaat diouzh un tu an aotrou Beleg JM Le Gall, R. Hemon, ha moarvad ivez YF Jacq, ha diouzh un tu all ar pevar skrivagner all. Eus pelec’h e teu an troioù teuk a vez kavet e brezhoneg an Ao. Le Gall ?

Ar veleien a droe ar Vulgate n’int ket aet da analizañ o latin a-dost, ha lakaet eo bet stank an o + anv verb e penn ar frazennoù evit treiñ ar participe, deus un tu - tri participe zo e latin -, mes ivez islavarennoù hag an ablatif absolu. Evit an nann-latinerien, setu ur skwer eus petra ‘oa an ablatif absolu : Cicerone consule, zo da vezañ troet e galleg Cicéron étant consul, da gentañ, ha da c’houde : sous le consulat de Cicéron. Ha moarvat, dre ma vez lakaet ur participe en galleg, eo bet kavet aes lakaat o + anv verb e brezhoneg. Ha setu pemp frazenn tennet eus an avieloù gant J.M. Le Gall, atav, hag o zroidigezh :

participe prés : Et extendens Jesus manum(...)dixit...

Ha Jezuz, oc’h astenn e zorn (...), a lavaras...

participe prés : Tunc surgens, imperavit...

O sevel neuze, e kemennas...

participe passé : Et ingressus in templum...

O vezañ aet en templ...

Ablatif abs : Et apertis thesauris suis...

O vezañ digoret o zeñzorioù...

Islavarenn : Ut cognovit mulier...

Ur plac’h, o c’houzout...

Evidon, n’eus « o » ebet da lakaat er pemp frazenn-se, en displegañ a rin izeloc’h (C 1°) d).

Ur remerk all ouzhpenn : prest on da bariañ e laboure an Ao. JM Le Gall gant un droidigezh c’halleg ouzhpenn dirak e zaoulagad, rak ne oa ket diaes treiñ ar frazenn diwezhañ gant : ur plac’h, pa ouezas e oa Jezuz da zont... Moarvat e oa dirazañ ur skrid galleg evel : une femme, sachant que Jésus devait arriver .

Ha yezh Nenn Jani ? Mammenn bennañ brezhoneg Roparz Hemon eo ar brezhoneg beleg. Ar pezh ne oa nemet ur goñjekturenn evidon zo deuet da wir pa ‘m boa klevet anezhañ - e-barzh film S. Danielloù - o kontañ penaos e klaske lenn pennadoù brezhoneg hag e c’houlenne sikour gant ur vatezh evit o c’hompren. Ha pesort brezhoneg skrivet a veze kavet er bloavezhioù 1910 ma n’eo ket brezhoneg beleg ? Chomet eo klozet er brezhoneg skrivet-se diwezhatoc’h ; ma karje bezañ aet aliesoc’h da ruzañ en ostalerioù deus tu Kerber pe Lambezelleg, ma veze klevet brezhoneg bemdez er bloavezhioù 1920 - hervez ma zad - e vije bet buhezekoc’h e vrezhoneg ha gwelloc’h ar framm dioutañ..


C) Implij o + anv-verb e brezhoneg komzet

Div hentenn zisheñvel zo bet kemeret evit se gant F. Kervella ha J. Gros evit dielfennañ ar frazennoù : dre vras, int bet renket gant F.K. hervez ar ger pe an dro-lavar a zo a-raok an o + anv-verb, ha gant J.G. hervez o zroidigezh e galleg. Kinnig a ran un doare disheñvel :

1°) Dispartiet eo ar bomm a grog gant o + anv-verb diouzh ar rest eus ar frazenn gant un ehan, pe un tenn-alan, pe ur c’hemm e nerzh ar vouezh ( alies ur virgulenn er skridoù )

a) An doare-danevelliñ : Pa oa Yann o sammañ e vec’h, Pier o redeg war e lerc’h hag o rodellañ anezañ e-barz ar porz... ( J.G., III p 25)

Hag eñ o reiñ ur gistinenn dezañ gant e vaz ken e oa chomet...( J.G. III p 26)


b) Tost a-walc’h ouzh an doare danevelliñ, pa vez daou verb oc’h en em heuliañ, gant ar memes ster dre vras, da skwer : komz, lâret, prezegenniñ, kaozeal, tamall, etc..., e c’heller lakaat o + anv-verb evit an eil ober pa vez aze evit displikañ gwelloc’h an ober a zo gant an hini kentañ :

Skandalat a rae he gwaz, o lâret de’añ e oa ur feneant hag ul lonker...

Dic’hastañ a rae gant e falz, o troc’hañ kement briñsenn a gave war ar c’hleuz...

Mes ne c’heller ket lâret : *dic’hastañ a rae gant e falz, o komz eus e amzer soudard...., rak labourat gant ur falz ha komz neuint ket netra da welet etreze. Aze e ranker lakaat en ur : dic’hastañ a rae gant e falz, en ur gomz... Er memes mod, ar frazenn *« Nadia », emezi o tistreiñ d’ar saloñs, zo sius. Reizh e vije bet, ‘vat, ur frazenn evel : « Nadia », emezi, o rebech d’ar plac’h...

Setu c’hoazh ur skouer vat : Hag eñ ober gaol kuit, o rampañ da Landerne ( G. Milin, F.K. § 276)


c) Savet evel an doare danevelliñ, mes gant ur ster disheñvel, peogwir eo ur ster enebiñ, dre vras, frazennoù ma kaver : ha...o + anv-verb...

Aet Germaine da Gemper da flechañ, ha me o c’hortoz ane’i amañ da sikour ( = tra ma oan-me o c’hortoz, daoust ma oan o c’hortoz...)


d) E penn kentañ ur frazenn, e c’hell bezañ implijet gant ar pevar verb merzout : gwelet, klevet (stank), santout, c’hwesa (raloc’h), hag ar pevar-se hepken.

O welet nag a dud e oa, ‘m boa kavet gwelloc’h mont pelloc’h.

O klevet ar gurun a-bell, ‘m boa soñjet e pakfemp glav...

O c’hwesa an avaloù-douar, ar berrweled a c’hrognas gant plijadur...( J. Kerrien)

Mes n’heller ket lâret :

* O vont pelloc’h en Norzh, e kaver kêrioù evel...

* O c’houzout eo izoskelel ABC, klaskit...

* O sevel al lienenn e voe gwelet ur sal...

Na kennebeut :

* O sevel neuze, e kemennas...( JM Le Gall, § B, uheloc’h ), hag a zo peder frazenn savet diwar ar galleg. Arabad ivez bezañ levezonet gant ar saozneg : Seeing that, knowing that, zo reizh e penn ur frazenn. Padal, ma eo reizh O welet se e penn ur frazenn, *O c’houzout se n’eo ket. Aze e vez implijet un islavarenn, ar peurliesañ :

Pa ‘z aer/en ur vont pelloc’h en Norzh, e kaver...

Pa ouezer eo izoskelel ABC, klaskit...

Pa voe savet/ ur wech savet al lienenn, e voe gwelet ...

Hag eñ ha sevel neuze, ha kemenn...pe : en ur sevel neuze, e kemennas...


2°) N’eus disparti ebet etre ar bomm a grog gant o + anv-verb hag ar rest eus ar frazenn.

a) Ar stumm war-ober, gant ar verb bezañ/bout : nebeud a fazioù a vez graet.

O labourat emaon, hennezh a vez dalc’hmat o klask afer...

Ne vez ket implijet ar stumm-se gant ar verboù :

+ Kavout/kaout ( mad, hir, kerse, aes, diaes, truez ...)

++ a verk un ober berrbad ( gwelet, klevet, santout,...) pe ur santimant ( Karet, kasaat...)

+++ a verk ur varregezh spered ( gouzout, anavezout/anaout, kompren, intent...)

Ret mat e vo neuze ober an diforc’h etre ar verboù implijet :

Amañ zo unan o klask war-lerc’h Mariig ( Klask a verk un ober padus, skoilh ebet )

Amañ zo unan hag a gav hir e amzer ( lâret *o kavout hir zo ur fazi ).


b) Ul liamm abeg-koñsekañs zo etre an ober degaset gant o + anv-verb hag an eil ober :

Kollet ‘n doa ‘spenn dek mil lur o c’hoari kilhoù disul diwe’a ( Pgt )

Froc’het ‘n deus e vragoù oc’h ober ruz-revr dindan ar pont ( Pgt. ca 1955. Ur riskelenn brav-dispar a oa dindan ar pont bras, ha meur a vragoù en deus bet damantet eno !)

Ar mab a oa toullet e lagad o torna (J.G., I p 209)


Tost d’al liamm abeg-koñsekañs-se, e kaver o + anv-verb war-lerc’h :

+ Tremen e amzer ( paseal, koll, abuziñ,etc...)

++ Kaout poan, droug, mizer, mezh, plijadur, lure, diegi...,kaout mall war ub, kaout pres war ub ( an tri diwezhañ-mañ a vez kavet hep ar stagell « o » ivez )

+++ Bezañ pell, jenet, nec’het, souezhet, estonet, strafuilhet, spontet etc...

Fañch a ziduo e amzer o trailha ar hoad-mañ ( J.G., I p 209)

Kollet ‘m eus ur penn devezh o c’hortoz ar mañsoner

Mizer ‘m eus o telc’her soñj...

‘Vo ket jenet o c’houl da drakteur ganit ‘vit afer-se !( Kallag)

N’eus problem ebet evit implijout ar verboù kaout, kompren, etc ( sellet en 1°) a)) war-lerc’h troioù-lavar an eil rumm (++)

Poan ‘m bez oc’h anaout an eil diouzh eben

Mizer ‘walc’h ‘m eus bet o kompren petra ‘oa ur c’hompaktified Aleksandrov.


c) Lakaet e vez o + anv-verb goude renadennoù-tra (eeun pe dieeun ) ar verboù-mañ :

+ gwelet, klevet, selaou, kavout (stank), taolenniñ, skeudenniñ, diskouez, remerkañ, kroaziañ ( raloc’h)

+ sellet ouzh (stank), degouezañ gant, en em gavout gant, arriet/erruout gant, teuler evezh/pled/kont ouzh (raloc’h)

+ nevez arriet er yezh : tennañ ar poltred, filmañ (tost ouzh sellet), enrollañ (selaou).

Gwelet a raen anezhañ o tostaat

Kavet ‘m boa ar c’hi o heoliañ war an treuzoù

Da dad-kozh a oa bet tennet e boltred o sachañ war e gorn.(Pgt)


Er memes mod, war-lerc’h setu ( sed aze, sell aze, ‘t ahe, ‘t amañ etc...)

Setu ar person o tond ( J.G., I p 209)

Da ziwall zo amañ : ret eo d’an daou ober bezañ kempred.

Gwelet ‘m boa unan o vont a-dreuz, mes : taolet ‘m boa kont ouzh unan hag a yae a-dreuz ur wech an amzer. Abalamour da « ur wech un amzer », n’heller ket implij « o ».

Kavet ‘m boa Fin o roc’hal en touflez, mes : kavet ‘m boa un’ kozh hag a gane Gousperoù ar Raned penn da benn. ( = gouest e oa d’en ober, mes pa ‘m boa kavet anezhañ e oa oc’h ober traoù all)

Pa vez verboù all estreget ar re a zo meneget uheloc’h, n’heller ket implij o + anv-verb, ha ret mat eo treiñ ar frazenn en ur mod all :

‘Peus ken ‘met heuliañ ar paotr a zo o treiñ a-gleiz.

Goulenn a ri gant ar vaouez a zo o telc’her an ostaleri.

Spontañ a ri an dud a ya d’o labour d’an eur-se.

Lavaret *ar paotr o treiñ, *ar vaouez o telc’her, * an dud o vont d’o labour zo fazioù.


d) Tost a-walc’h ouzh doare dielfennañ ar c), e c’heller implij o + anv-verb evel astenn un anv, pa verk un ober a zo dres o tremen.

Ur c’hazh o vervel an hini eo ? ( J. Riou)

Gant al loar o sevel e weli sklaer a-walc’h

Er c’hontrol, e vo lavaret : Gant an hent a gas da Landerne, e kavi Gorremene da gentañ ha Botkenal war-lerc’h ( an hent a c’hell kas da Landerne ; e c’heller chom a-sav a-raok Landerne pe mont pelloc’h )

Diwar ar re yaouank a ya d’ar fest-noz d’ar sadorn, n’eus ket kalz ...( ha n’eo ket *o vont d’ar fest-noz peogwir emaer o kaozeal eus un dra a dremen ingal, ha n’eo ket eus un dra a zo o tremen.)

implijet e vez an astenn-se pa vez berr a-walc’h (< 5, 6 silabenn, dre vras) ; goude, e vez lakaet ar verb bezañ ouzhpenn, dreist-holl evit un anv gant ur ger-mell resis : an dud a zo o vont d’ar vourc’h d’an eur-mañ kentoc’h eget *an dud o vont d’ar vourc’h d’an eur-mañ. Ne vez ket implijet kalz an astenn evit un anv hag a vije rener ar verb el lavarenn ( gant al loar o sevel zo ur renadenn doareañ !)


Ral kenañ : war-lerc’h un araogenn displeget.

Warnomp o c’hortoz war ar ru e oa kouezhet ur pezh barr.(Pgt) Kentoc’h e vo lavaret : ha ni o c’hortoz war ar ru e oa kouezet ur pezh barr warnomp. Ur frazenn ( hag unan hepken ! ) a seurt-se a gaver gant J.G. : ...tapet eun tôl amzer ganeom o vond er-mêz eus Bourdel ( J.G., I p 183). Arabat implij an doare-se bep eil frazenn skrivet !


D) En em lakaat e spered ar brezhoneg.


Al lodenn-mañ eus ar studiadenn a vo gouestlet dreist-holl d’ar gallegerien a-vihanig, mes ivez a-wechoù da brezhonegerien ‘zo, pa oa bet un troc’h etre ar brezhoneg ha yezh ar familh da vare o zud pe o zud-kozh.

Ar gudenn bennañ eo hini ar participe : daou zo diouto e galleg ( ha tri en latin, pa soñjer e brezhoneg beleg penn kentañ ar c’hantved ), mes n’eus hini ebet e brezhoneg. E spered ar gallegerien e kaver evel-se ul log bihan merket participe warnañ, hag a vir oute a ober un analiz klok eus ar pezh a soñjont pa dremenont en ur yezh all, rak implijet e vez ar participe e kazi n’eus forzh pesort degouez e galleg, hag a zo, er c’heñver-se, ur yezh a-vec’h hanter dic’hrozet.

a) Analizañ an amzer.

Evit skeudenniñ ar pezh emaon o vont da brouiñ - ha n’eo ket anat, evit tud zoken hag o deus tremenet ul lodenn vat eus o buhez o studial ar galleg -, setu pozioù peder ganaouenn e galleg :

Quittant ses genêts et ses landes

Quand le Breton se fait marin,

En allant aux pêches d’Islande...


Partant pour la croisade un seigneur fort jaloux

Des vertus de sa dame et de ses droits d’époux,

Fit faire une ceinture à solide fermoir

Qu’il attache à sa bell’ le soir de son départ.


Bondissant de sa couche en costume de nuit,

Ma voisine affolée vint cogner à mon huis

En réclamant mes bons offices.


Voyant que toutes se dérobent

Le quadrumane accéléra

Son dandinement vers les robes

De la vieille et du magistrat.


E penn kentañ pep hini anezho, ur participe présent, mes pa studier a-dost amzer an ober gant pep hini eus ar participoù-se, e remerker e verk an hini kentañ un amzer dremenet : e kanaouenn Botrel, en deus kuitaet ar pesketaer porzh Pempoull abaoe ur frapadig dija. En eil, ur ganaouenn c’halleg hengounel, n’eo ket tremenet an ober c’hoazh : a-raok mont kuit d’ar brezel e tremen en gwirionez. En daou ziwezhañ, div ganaouenn gant Brassens, eo kempred an daou ober bondir ha venir cogner, deus un tu, ha voir hag accélérer deus an tu all. Amañ eo ret teuler evezh : ma eo gouest ar galleg da implij ar memes furm participe evit ar peder frazenn-se, ar brezhoneg ne c’hell ket en ober : Lavaret e vo gant ur brezhoneger : goude bezañ kuitaet e valaneier hag e lanneier..., a-raok mont d’ar brezel...., ma amezegez ha lammat ‘maez he gwele ha dont...pe : o lammat ‘maez hag o tont... N’eus nemet er ganaouenn ziwezhañ e c’heller kregiñ gant o : o welet an holl o tichapiñ, e plantas tizh ar pevardorneg....evel en § C 1° d)

Ar fazi a gaver bremañ en ur serten brezhoneg lennegel eo an implij eus o + anv verb bep kwech ma soñj ar skrivagner en ur participe galleg, ha bec’h de’i neuze gant : *o kuitaat e valaneier..., *o vont kuit d’ar brezel..., *o telammat er-maez he gwele, stummoù estren d’ar brezhoneg, hag a zo kalz resisoc’h eget ar galleg evit amzer an ober. ( § C 1° d) atav)

Er memes mod, evit an troioù kaout poan, bezañ pell, etc...( § C, 2°) b), e vez analizet an amzer e brezhoneg : pell on bet a-raok kompren, poan ‘m eus bet a-raok dont a-benn...etc. Ne vez ket implijet « o » bep kwech.


2°) Analizañ stumm ar verb.

Setu un dra estren d’ar yezhoù roman ha d’ar yezhoù germanek, hag a bouez bras e brezhoneg.

Sondez les personnes allant au cinéma, e vous verrez...( Télégramme)

E brezhoneg, e vo ret en em c’houlenn : hiziv pe da gustum ? Ha div droidigezh d’o heul : an dud a zo o vont d’ar sinema (hiziv) pe neuze : an dud a ya d’ar sinema ( an dud a zo kustum da vont ), mes * sontit an dud o vont...zo ur fazi ( § C, 2°, c) . Ar verb sontañ ( evel dibab, choaz...) n’emañ ket e-mesk ar re meneget.


3°) An ober hag ar varregezh

E galleg c’hoazh e c’heller implij ar participe evit daou dra, an ober hag ar varregezh, tra ma vez daou stumm disheñvel e bzg

J’ai rencontré à Saint-Gildas une personne parlant breton.

Kavet ‘m eus ba’ Zeltas un den o komz brezhoneg.(1)

Kavet ‘m eus ba’ Zeltas un den hag a gomze brezhoneg.(2)

Er frazenn (1), eo bet kavet an den dres pa oa o komz brezhoneg, hag er frazenn (2), ez eus bet remerket, goude komz un tammig gantañ marteze, e ouie brezhoneg : diforc’h etre an ober hag ar varregezh.

Kavet e vez un notenn gant Jul Gros : «attention, le breton parlé n’emploie jamais le participe présent dans des phrases comme la suivante : ezomm on eus ur vatez o houzoud ar galleg hag ar bzg, qui est traduite du français : nous avons besoin d’une bonne sachant le français et le breton.Dans ce cas, sachant est mis pour « qui sait » (ou : qui sache) et le bretonnant le traduira toujours par : eur vatez hag a oar ar galleg... » Anat eo ez eo ur varregezh, ha klotañ a ra gant ar frazenn (2) uheloc’h.


4°) Pehini ar rener ?

Kavet e vez en galleg un diouver a analiz evit ar rener e frazennoù evel ar re-mañ :

Le conseiller du ministre, en proposant ce compromis, souhaitait obtenir....

L’intention du ministre, en proposant ce compromis, était de réunir....

Startoc’h eo da analizañ. Er frazenn gentañ, daou ober kempred : proposer ha souhaiter, war gont ar c’huzulier : kuzulier ar ministr, en ur ginnig an emglev-se, a souhete...En eil frazenn, un ober hepken war gont ar ministr : P’en doa kinniget an emglev-se, e oa ar ministr e-soñj... Mes n’heller ket implij o + anv verb neblec’h amañ.




Yann Gerven. 29 III 2003.


(c) Yann Gerven 2003
1