Pajenn Yann Gerven

Degemer mat deoc'h war ma fajenn. N'eo ket un oberenn gwall founnus c'hoazh, ha n'on ket ur mailh war deknikoù nevezh an Internet setu e kavan gwelloc'h lâret deoc'h diouzhtu : ar pezh a gont eo ar pezh a skrivan enni, n'eo ket an draig diwezhat gant Java pe me oar me !

Ha bremañ, perag 'm eus choazet ober un nebeudig pajennoù war Internet ? O, meur a zigarez 'zo: espern paper, embann ar pezh 'm eus c'hoant pa 'm bez c'hoant, hep kaout da zisplegañ penaos ha petraig bewech ma implijañ un dro-lavar digustum....

War ar bajenn-mañ e kavot liammoù war-zu un nebeudig danevelloù ha pennadoù skrivet ganin, hag ivez un nebeudig pajennoù a-bouez e keñver ar brezhoneg war ar Rouedad. 'Rit ket bil, ar bajenn-mañ a zo tonket dezhi mont war binvidikaat...
 
 

Danevelloù

YANN G'E VEC'H LANN, KEIGNARD G'E VEC'H LARD : Un danevell faltazi diwar-benn ur  froter deus kreizh ar vro...
"http://www.luduennig.net/" : Un istor skiant-faltazi gant ur cyber-sorserezh yaouank.
JEZABEL : Un ostaleri, ur pratik, un ostizez... gwechall ha bremañ.
AR PASK KENTAÑ : pask kentañ ur plac'h yaouank dichipod a 13 vloaz.
HAG AR BUZHUG O C'HWITELLAT : Petra'n Diaoul zo nevez deus tu Brenniliz ? Netra, hervez TF1. Ha koulzkoude...
CHOC'HIG
AR ROZENN
NOLWENN HEP SPILHENN NA GWENNEG, TANGI HEP SY SO KONTRISTET

Pennadoù pe danevelloù diwar-benn ar skiantoù

ANOIOÙ AR STERED ha RONT, AN DOUAR ? ALATO ! Pennadoù skiantel savet evit skolidi 6vet klas skolaj Lannuon...
TRIBOLUC'HANS : Un danevell en-dro d'ur fenomen fizik.
AN EFED PAPILHORIG : efed drastus ur bourmenadenn en amzer...
FRANCESCO REDI (1626-1698) HAG AR GANADUR DIWAR NETRA
OLAF RÖMER (1645-1710) HA TIZH AR GOULOU

Pennadoù diwar-benn ar yezh

EUS AR BREZHONEG BELEG D'AR BREZHONEGOÙ LENNEGEL : ar gaozeadenn am boa graet d'ar 17 a viz C'hwevrer 2002 dirak tud UGB ha KEAV e Plañwour.
KAMM-LEC'HIAÑ, UN ELFENN FENT
HEREZH AR BREZHONEG BELEG HA PENAOS EN EM ZIZOBER DIOUTAN
NEMET - HEPKEN : penaos en em zibab etre an daou
AR PAL E BREZHONEG

Pajennoù a-feson war ar Rouedad

Geriadur Frañsez Favereau war ar rouedad, a drugarez da Philippe Argouarch ha gant skoazell Skol Vreizh
Pajenn sonioù, tonioù ha kanaouennoù Per Kentel
Kervarker, ul lec'hienn kelaouiñ gant foromoù e-leiz... It da welet !
Pajennoù Ar Falz, am bez tu da skrivañ un destenn warno gwech ha gwech all...

Roit din ho soñj diwar-benn ar bajenn-mañ en ur skrivañ da  yann_gerven@yahoo.com