NEMET - HEPKEN


An notenn-mañ abalamour d'ur fazi a gavan bremañ en un nebeud skridoù, ar meskaj etre nemet, deus un tu, hag hepken pe nemetken deus an tu all. Ar wech kentañ ma 'm boa remerket se e oa gant ar frazenn-mañ, ma 'm eus soñj mat :

Graet e oa bet pannelloù, nemet e brezhoneg.

Komprenet 'm boa evel just e falveze da oberour al lizher komz eus pannelloù hollvrezhoneg, ha koulskoude, ar frazenn skrivet a sinifie dres ar c'hontrefed : graet e oa bet pannelloù, e meur a yezh marteze, met ne oa hini brezhoneg ebet en o zouez.


A) IMPLIJ NEMET, HEPKEN/NEMETKEN


1°) Nemet, araogenn, a sinifi "war-bouez", "ur wech tennet". Da dreiñ e galleg gant sauf, moins.

Kreisteiz nemet pemp.

Tout ar familh nemet da vreur-kaer a oa eno.

C'hwi e ar gwella war-lerc'h Loig ha Loig a oa ar falla nemet un (Y ar Gow)

Ar framm : ger mell resis + anv+ nemet displeget zo da dreiñ e galleg gant le seul : Al labour nemetañ, an hini nemeti.


2°) Nac'hadenn + nemet : a gustum treiñ ar framm galleg : ne...que...

N'am eus kavet nemed diou (Jul Gros)

An hini n'eo ket aotrou en e vro n'en deus nemed mont en eur vro all hag e vo (J.G.)

Ha netra nemet glac'har na'm eus bet em buhez (Kan.)

Alies e vez klevet "ken met" e-lec'h "nemet", kazi bep tro e Kernev Izel ha Poher, 60% gant Jul Gros.

Ar re n'o deus ken med kezeg zo fouletoh evid ar re o deus trakteurien (J.G.)


3°) Nemet zo stagell-isurzhiañ, o klotañ gant met, hervez F. Kervella, met kreñvoc'h eget met e verk an enebiezh :

Deuet e oamp d'an eur, nemet n'eo ket an deiz mat e oa.


4°) Hepken pe nemetken a dro ar galleg seulement, uniquement

Un Doue hepken p'ini zo en neñv (Gousperoù Kerne)

Un Douë hep qen, ur feiz hep qen, ur vadizyand hep qen (Gregor Rostren)

N'eo ket hepken gant tud eus Pleiben pe a dro-war-dro (Y ar Gow)

Ar frazennoù gant hepken a c'hell bezañ troet alies en ur mod all gant nac'hadenn + nemet :

Ur silienn hepken 'peus paket ? = ne 'peus paket nemet ur silienn ?

Eñ hepken = den ebet nemetañ

Un dra hepken 'meus disoñjet = ne 'm eus disoñjet nemet un dra (ha : 'meus ket disoñjet ken un dra, K.I.)

Ar framm "nac'hadenn + nemet " zo kalz stankoc'h eget ar framm " kadarnaat + hepken ".

A-wechoù e c'hell hepken kreñvaat ster ar frazenn da heul nemet :

Evel ne oa etrezomp nemet ur park hepken (Kan.)



B) LOJIK AR BREZHONEG : MA, NEMET MA.


Ne 'm bije ket kavet em boa digarez da sevel un notenn ma ne vije ket arriet du-mañ ur bajennad bruderezh evit ul levr jedoniezh em bannet gant Preder, ma kaver enni :

"Daou niver zo par mar ha nemet mard eo mannel o diforc'h"

A-benn lakaat sklaeroc'h en hoc'h empenn petra zo fall en ur frazenn seurt-se, ec'h an da gemer ur skwer all :

Kemeromp daou ober : "gelver" (ar c'hi) a vo an ober P

"dont" (evit ar c'hi) a vo an ober Q

Ar bommoù hag ar frammoù saozneg a gavoc'h da heul eo ar re a vez kavet en holl oberennoù al lojikourion en XXvet kantved abaoe B. Russell. (Principles of Mathematics)


1°) Dont a ray ma c'halvez anezhañ

Q P

Ar frazenn-se a glot gant ar framm " If P then Q ", pe c'hoazh dindan ur stumm all : " Not both P and not-Q ", rak ar pezh ne c'heller ket kaout eo P (gelver ar c'hi) ha nann-Q (ar c'hi o chom hep dont.) war un dro.

Komzet e vez eus conditional pe implication e szg, eus embleg e bzg


2°) Ne deuio nemet ma c'halvez anezhañ = dont a ray hepken ma c'halvez anezhañ (framm treuzfurmet hervez A) 4°))

Klaskomp kompren ar frazenn-mañ gant ar framm not both.... Ar pezh ne c'heller ket kaout eo gwelet ar c'hi o tont hep bout bet galvet, setu hon eus amañ : not both Q and not-P, ar pezh a glot c'hoazh gant an embleg. : If Q then P., rak ma teu ar c'hi, ec'h omp sur eo bet galvet.


3°) Dont a ray nemet ma c'halvez anezhañ.

Ne c'heller ket kaout an daou ober "dont" ha "gelver" war un dro : ma vez galvet ar c'hi ne deu ket, met dont a ra a-hend-all. Amañ hon eus ar pezh a vez graet "non-conjonction" anezhañ gant Russell, hag a glot gant ar framm : not both P and Q.


4°) E c'heller lakaat 1°) ha 2°) asambles . " Dont a ray ma c'halvez anezhañ, ha ma c'halvez anezhañ hepken ". War un dro hon eus If P then Q hag If Q then P.

Graet e vez bi-implication pe biconditional eus se e szg


NE C'HELLER KET LAKAAT 1°) HA 3°) ASAMBLES : Ma vez skrivet pe lavaret : *"Dont a ray ma c'halvez anezhañ ha nemet ma c'halvez anezhañ", pa vez galvet ar c'hi, e rank dont ( abalamour da 1°) ha chom hep dont (abalamour da 3°). Ur frazenn seurt-se n'he deus ster ebet, ha koulskoude ez eo ar pezh a gavomp war levr jedoniezh Preder, ur frazenn hag a ra ar meskaj etre an daou nemet ma a gaver en 2°) ha 3°).

Adkemeromp ar frazenn jedoniezh, ha troomp anezhi e div yezh all :

Daou niver zo par mar ha nemet mard eo mannel o diforc'h.

Two numbers are equal if and except if their difference is equal to zero.

Deux nombres sont égaux si et sauf si leur différence est égale à zéro.


Seurt frazennoù a vez graet senseless statements anezhe gant B. Russell, dre ma lakaont en-kevatal un dra hag a c'hell bezañ gwir ("daou niver zo par", lakaomp 3/2 = 1.5), hag un dra na c'hell ket bezañ gwir dre e natur peogwir e rank plegañ da zaou ziviz kontrol (ma... ha nemet ma...)


Eus pelec'h e c'hell dont ur seurt fazi ? Moarvat eus ar galleg. An deiz all, e kleven ur ministr eus republik Bro-C'hall - ra vezo meulet - o tistagañ : Qu'est-ce qu'on voit ? On voit que des jeunes enthousiastes, que des jeunes prêts à travailler,etc etc. Gwir eo ne c'heller ket treuzkompren ur seurt frazenn e galleg, rak que ha sauf ne c'hellont ket bezañ mesket. E brezhoneg eo kalz grevusoc'h ar fazi gant treuzimplij ar ger nemet peogwir e lavarer ar c'hontrol rik eus ar pezh a soñjer.


Evit klozañ, un nebeud frazennoù dastumet amañ hag ahont diwar-benn ar yezh :

Harzoù ma yezh harzoù ma bed (Wittgenstein, Tractatus 5-6)

Pal ar brederouriezh eo sklaeraat ar yezh en un doare lojik (Wittgenstein, Tr. 4-112)

Evel m'o deus komzet ha skrivet gwechall ar re a ouie mat ar yezh, evel-se ez eus c'hoazh da gomz ha da skrivañ (Maodez Glanndour, AL 206, p 268)


Yann GERVEN, 25 IV 1998

(c) Yann Gerven 2003
1