AR PAL E BREZHONEG


I. AN DAOU SORT PALIOU E BREZHONEG

Hegaset gant ur frazenn skrivet gant Goulc'han Kervella war Al Liamm N░ 319 : "Da gas e labour da benn vat (...) e oa ret dezha˝ kaout skoazell un nebeud breizhiz", 'm eus savet ar studiadennig-ma˝ war ar pal. Ama˝ da heul ne vo studiet ar pal nemet dindan stumm un ober, da lÔret eo, merket gant ur verb, ha dreist pep tra gant un anv-verb peogwir eo aze e vez graet fazio¨.

Setu ama˝ div frazenn :
Roet 'm eus dezha˝ dek lur da brena˝ lod (1)
Roet 'm eus dezha˝ dek lur evit prena˝ din "L'Equipe" (2)
E (1) e kaver daou ober : rei˝ dek lur, ha prena˝ lod, mes an eil ober n'eo ket a-bouez e-skoaz an hini kenta˝ ; ar pezh a gont eo 'm eus roet dek lur, ha ne ran ket fout petra a ray ar paotr gante, prena˝ lod, pe chokolad, pe ur bilhed Loto...
E (2) n'eo ket ar memes tra : roet 'm eus an dek lur-se gant ur pal resis, hag emaon o c'hortoz L'Equipe. Re sur e vo droug ennon ma teu ar paotr en-dro gant Charlie Hebdo pe gant Combat Breton Madame, pe c'hoazh ma fouet e arc'hant o prena˝ limaio¨.
Eus ar pal a zo en (1) e rin "pal gwan" hag eus an hini a zo en (2) e rin "pal kre˝v".

II. AN DIFORC'H ETRE AN DAOU BAL

Ar pal gwan a vez degaset gant DA, ha merka˝ a ra un ober dister e-skoaz an ober all : Bet omp oc'h ober un dro vale betek Illien, da welet penaos 'oa kont eno. Ober un dro-vale eo a gont ama˝, gwelet penaos ema˝ kont zo un dra anat pa 'c'h eer da bourmen.
Implijet e vez ar pal gwan c'hoazh evit ur farsadenn, pe evit un digarez toull :
Penaos 'peus laosket da volejo¨ gant daou liv dishe˝vel ? - An dra-ze zo d'ober brav (pe : d'ober avi d'an amezeien, da lakaat an teodo¨ da vont en-dro...) Moarvat e oa peogwir n'en doa ket bet amzer d'echui˝ e labour dec'h, hag e ray hiriv !
Tapet 'vo ur banne diwezha˝, da lazha˝ ar pre˝v ? (Ar pre˝v-se zo anavezet-kaer e Breizh-Izel ! Ama˝ eo ar banne a gont, ha lazha˝ ar pre˝v-se zo un digarez ; ma vije kaoz eus ur remed e vije lavaret : ma mamm-gozh a gustume rouza˝ kignon evit lazha˝ ar pre˝ved / ar c'hest)

Ar pal kre˝v a vez degaset gant EVIT : Graet 'm boa ur c'hloum em mouchouer evit kaout so˝j da brena˝ bara... Dav 'vo din beza˝ en em gavet a-raok eizh eur hanter evit gwelet ar match. Resis eo ar pal en div frazenn-se.

Un diforc'h bras zo etre an daou bal pa vez kel a eilpenna˝ ar frazenn. Ma welan ma niz o tont gant Ouest-France e-lec'h L'Equipe (2), e lÔrin dezha˝ : Evit prena˝ L'Equipe eo 'm boa roet dit an dek lur-se ! Kudenn ebet evit ar pal kre˝v.
Mes ne c'heller ket lakaat e penn ar frazenn da + pal gwan peogwir n'en deus tamm pouez ebet e-skoaz ar pezh a zeu da heul. Ur frazenn evel *da brena˝ lod 'm boa roet dek lur dezha˝ zo ur fazi e-ke˝ver spered ar yezh.

Notenno¨ :

III. UR GUDENN DIVYEZHEGEZH

Unan eus an diaesterio¨ penna˝ evit tremen eus ur yezh d'unan all eo an doareo¨ dishe˝vel da zielfenna˝ ar memes meizad en div yezh. Lakaomp skoaz-ouzh-skoaz ar verb ŕtre en galleg ha furmo¨ ar verb beza˝, anat eo eo klokoc'h dielfennadur ar brezhoneg evit ar boud (ontologiezh). Hervez studiadenno¨ a zo bet graet er bloavezhio¨ 20', ma eo aezet tremen eus ur yezh klokoc'h da unan diglok, eo diaes ober ar c'hontrol : evit ur brezhoneger, eo aes implij ar galleg ŕtre, tra ma eo startoc'h d'ur galleger deski˝ implij furmo¨ beza˝. Hag he˝vel mod eo ur gudenn evit ar gallegerien dielfenna˝ ar pal e brezhoneg.
Setu un nebeud statistiko¨ am eus graet diwar-benn implij an araogenno¨ a zegas ur pal, pa vezont lakaet evel topic, da lÔret eo e penn ar frazenná:

Niver a frazenno¨ o kregi˝ gantá:

J. Riou (An Ti Sat. + Dogan) Evit : 3 Da : 0
I. Krok (Ur sac'had marvailho¨) Evit : 11 Da : 0
J. Kerrien (Ar Roc'h Toull) Evit : 6 Da : 0
Dir Na Dor (Pipi Gonto) Evit : 9 Da : 0
R. Hemon (Nenn Jani) Evit : 3 Da : 21

Anat eo n'eus diforc'h ebet evit implij an div araogenn en teir rannyezh skrivet gant Riou, Krok, Kerrien hag ar Moal. Dont a ra an troc'h gant stummo¨ ar brezhoneg "lennegel" dindan pluenn R. Hemon.
Gwelloc'h eo pellaat diouzh an implij a ra R. Hemon eus da, pa ne vije nemet evit tostaat ouzh spered ar brezhoneg, ha mont diouzh ar reol a heuilh ar skrivagnerien all am eus meneget.

Yann Gerven
26 V 2000

(c) Yann Gerven / Ar Falz 2000
1