PENNADOÙ SKIANTEL EVIT AR 6vet KLAS

ANOIOU AR STERED


Chomet eo bet souezhet an den a-zoug ar wech pa sell ouzh an oabl e-kreiz an noz. N'eo ket unton ar pezh a wel, chañch a ra ar steredegoù hervez an eur hag ar mare deus ar bloaz. An holl o deus bet sellet, ur wech da nebeutañ, ouzh ar C'harr Kamm bras, a vez gwelet e-pad ar bloaz, pa vez sklaer an amzer. Ar C'harr Kamm, gant e seizh steredenn, zo ur steredeg.
Bremañ, e kreiz an diskar-amzer, pa seller ouzh an oabl e penn kentañ an noz, troet war ar Su, e weler, uhel a-walc'h, karrez Pegasus hag Andromeda oc'h ober evel ur c'harr kamm ivez, mes hanter vrasoc'h c'hoazh. Muioc'h er Reter, emañ steredeg an Tarv gant ar steredenn lugernus Aldebaran o sevel. Uheloc'h en oabl, a-us d'hon pennoù, e weler teir steredenn lugernus oc'h ober Tric'horn an hañv : Deneb, e steredeg an Alarc'h, Altair, e steredeg an Erer, ha Vega, an hini splannañ eus an teir.
Er c'hontrol, e penn kentañ an nevez-amzer, d'ar memes eur dre vras ha troet war ar Su bepred, ne weler kazi hini ebet eus ar steredegoù-mañ. Gwelet a raer ar bravañ steredeg a zo en oabl, Orion, en deus stumm ur pevarc'hostez, gant Bet el Jeuz, ur steredenn ruz bras divent, en ur c'horn, hag e-kreiz ar pevarc'hostez, an Tri Roue. En ur heuliañ linenn an Tri Roue, a-gleiz, e kouezer war Sirius, ar steredenn splannañ a zo en oabl. Un trede steredenn lugernus-kenañ ivez a ra un tric'horn keitkostezel gant Sirius ha Bet el Jeuz : Procyon. Muioc'h er Reter, e kaver steredeg al Leon.

Ken pell emañ ar stered diouzhimp ken eo bet kavet kalz re vihan ar c'hilometr evit muzuliañ an hed etre ar stered ha ni. Graet e vez gant ar bloavezh gouloù, da lâret eo ar c'heit a yafe un den ma redfe e-pad bloaz da dizh ar gouloù. Hag ar gouloù ac'h a buan kenañ : tri c'hant mil kilometr bep segondenn. Diwar se e c'hellimp kontañ pet kilometr zo en ur bloavezh gouloù ; da gomañs, pet segondenn zo en un devezh ? Tost da gant mil, keda ? Pet segondenn zo bremañ en ur bloaz ? Ha bep segondenn e vez traset tri-c'hant mil kilometr gant ar gouloù. Grit ar gont : m'ho peus kavet war-dro nav mil miliard a gilometroù n'ho peus ket faziet kalz. Setu evit ur bloavezh gouloù ; bremañ, ar steredenn dostañ zo hed pevar bloavezh gouloù diouzhimp. Pet kilometr a ra se ?
Kalz tostoc'h eo al loar hag ar planedennoù : tri c'hant pevar-ugent mil kilometr deus an douar emañ al loar. Ma kontit pet gwech e c'heller lakaat an hed douar-loar en ur bloavezh gouloù, e kavit etre ugent ha tregont milion a wechoù ! Setu n'emañ ket tost-tre ar steredenn gentañ.
Kalz pelloc'h evit ar stered e kaver galaksioù, e-lec'h ma zo miliardoù a stered asambles : gant ur re lunedoù gevell, arabat kaout un teleskop, e kaver aezet 'walc'h e steredeg Andromeda ur galaksi hag a zo daou vilion a vloavezhioù gouloù diouzhimp !

Souezhus eo anoioù ar stered alies. Lod zo bet badezet gant ar Gresianed : Sirius, lakaomp, a sinifi " an hini splann ". Lod all zo bet roet o anv dezhe gant ar Romaned : Regulus, an hini splannañ e steredeg al Leon, a sinifi " roue bihan " e latin. An darn vrasañ anezhe o deus anoioù hag a seblant graet war ar memes patrom : Alkaid, Alkor, Albireo, Algenib, ha meur a hini all evel-se. Roet eo bet an anoioù-se dezhe gant an Arabed er Grennamzer, d'ur mare ma ne oa ket skiantourien c'hoazh en Europa. Aldebaran, e steredeg an Tarv, a sinifi " ar penn raok " ( evit ul loen ), hag Altair, e steredeg an Erer, " an evn ", pe " al labous ".
Bremañ e vez lakaet lizherennoù da gentañ, ha niverennoù goude, d'ar stered : kalz re a zo bet kavet gant teleskopoù kreñvoc'h-kreñvañ evit ma vijent badezet gant pep a anv disheñvel. An hini diwezhañ a zo bet badezet eo moarvat ar steredenn Cor Caroli, e steredeg ar Chas Chase. Roet e oa bet an anv latin-se dezhi gant an astronom brudet Halley, en enor da roue nevez Bro-Saoz, Charlez II, en mil c'hwec'h kant tri-ugent. Cor Caroli a sinifi " Kalon Charlez "
 


 

RONT, AN DOUAR ? ALATO !


Ma eo anat evit an dud en ugentvet kantved eo ront an Douar, n'eo ket bet gwir a-viskoazh, ha setu petra a skriv Herodotos, a oa o vevañ etre pevar c'hant pemp ha pevar-ugent ha pevar c'hant pemp war'n ugent a-raok Jezuz Krist :
" Afrika zo gronnet a bep tu gant ar mor, nemet deus an tu ma eo stok ouzh Azia. Diouzh a ouzomp, eo ar Faraon Nekos en deus prouet se da gentañ :
" P'en doa echuet toullañ ar ganol ac'h a eus an Nil betek pleg-mor Arabia, en doa kaset bagoù, gant Fenisianed war o bourzh, gant an urzh da zont en-dro en Ejipt dre golonennoù Herakles ( = Gibraltar ), ha mor an Nord. Aet kuit eus ar Mor Ruz, o doa didreuzet ar Fenisianed morioù ar Su. Bep diskar-amzer e touarent war aodoù Afrika, neuze e hadent ed hag e c'hortozent an eost. Da rageost ec'h aent war vor en-dro. Daou vloaz a oa tremenet evel-se. An trede bloavezh, e oant paseet etre kolonennoù Herakles hag o doa adkavet an Ejipt.
Kontet o deus un dra a gavan inkredapl, memes ma zo lod o deus kred d'an dra-se : en ur c'hoari an dro da Su Afrika, e welent an heol war an tu dehou."

Perak eo souezhet Herodotos abalamour da se ?
Lakaomp ho pije tro un enezenn d'ober war an tu mat, tu nadoz ur montr, gant ur vag : tro Bro Iwerzhon pe Korsika, pe c'hoazh Kreta evit ar Gresianed. En ur vont kuit eus Nord an enezenn war-zu ar Reter, e welit da greisteiz an heol er Su, da lâret eo en tu dehou. Ha pa vezit o c'hoari an dro d'an enezenn er Su, en ur vont war-zu ar Gornaoueg ar wech-mañ, emañ bepred an heol er Su da greisteiz, mes war an tu kleiz.
Ar pezh a gonte martoloded ar Faraon eo e welent an heol war an tu dehou bepred, da lâret eo en Nord. An dra-se a oa posupl peogwir o doa treuzet ar c'hehider ha peogwir en deus an douar stumm ur voull.

Kant vloaz war-lerc'h Herodotos, e remerk ar filozof Aristoteles kement-mañ : n'eo ket tre ar memes stered a weler eus Athen hag eus Aleksandria, en Ejipt : en Aleksandria, e teuer a-benn da welet Kanopus, ur steredenn splann-abominapl e steredeg Kouc'h ar Vag. En Athen ne vez ket gwelet, ha se ne c'hell bezañ nemet peogwir eo ront an Douar.

Kant vloaz c'hoazh goude, eo ar matematikour Eratosthenes a vuzul evit ar wech kentañ tro-gelc'h an Douar. Remerket e oa bet kement-mañ : war-dro Gouel Yann, e par an heol plomm war an Douar e Asouan, e Su an Ejipt : ur post plantet sonn ne ro tamm skeud ebet eno. Er c'hontrol, e Nord an Ejipt, evel ma rafe e Breizh, e ro ur skeud. Muzuliañ a ra Eratosthenes an ankl a ra an heol gant ar vertikalenn e Aleksandria, muzuliañ a ra goude-se an hed etre Aleksandria hag Asouan, hag e kav evit tro-gelc'h an Douar daou c'hant daou ha hanter-kant mil stad ( 252 000 ), da lâret eo dre vras daou-ugent mil kilometr.
Da c'houde c'hoazh eo bet ankouaet labourioù Eratosthenes e-pad pell er Grennamzer, mes se zo un artikl all.


(c) Yann Gerven 2000


1