UDB home
|
10 Meurzh 2003
|
Manifestadeg
|
En français.
"Nevez-amzer ar brezhoneg"
d'an 22 a viz Meurzh e Roazhon :
A-enep spered strizh ar Jakobined
Evit al liested sevenadurel hag an doujañs kenetre ar pobloù
Evit gwir : e kevredigezh Bro Frañs, ar spered « broadelour »
oberiantañ eo hini ar Jakobined. Ar re-se a redi pep-hini
ac'hanomp da heuliañ o doareoù da reolenniñ ar gevredigezh
gant ar brasañ dispriz evit youloù ha c'hoantoù ar pobloù.
Ar Jakobined-se a oar c'hoari, dre ma vez an tu kreñv gante
war pennoù bras strolladoù politikel Pariz ha war ar melestradur
uhelañ. Rak " ar galleg yezh nemeti ar Republik",
dogm diazez ar spered jakobin, ne fell ket d'ar muiañ-niver
eus ar Vretoned, an Eukariz, ar Gatalaniz pe eus an Okitaned
klevet kaoz dioutañ, na kennebeut-all ar Wadloupiz pe
tud enez Martinik.
Pezh a fell da bobloù ar Rannvroioù-se eo e vefe ar galleg ul
liamm evit komz etreze, ur yezh kenlodennet.
Kement-mañ gant ma vefe anavezet d'o yezhoù ha d'an
dud a gomz anezhe un dinentez par d’an hini a vez gant
ar galleg hag ar c'hallegerien, ha gant ma vefe ivez
skoazellet an derc'hel hag an diorren d'o yezhoù dezhe
er vuhez sokial ha foran.
Na mui na mez.
Gant ar youl kreñv-mañ da zerc'hel da liested ar yezhoù,
hag a zo modern-tre, e tiskouez ar pobloù-se e nac'hont
kabestr ar vistri. Fellout a ra dezhe kaout ur bed liesdoare
da vevañ ennañ, ur bed a beoc'h, leizh a ijin, doujus ouzh
disheñvelded ar re all ha n'eo ket ur bed gant ar bec'h
etre an dud hag al lakaat maez ar jeu da lezenn-stur.
Evit kas war-raok ha difenn ar menozioù hollvedel-mañ,
a dalv kement en Aljeria lec'h m'emañ gwasket sevenadur
ar Verbered hag e Bro Frañs, ' en em gavo miliadoù a
Vretonezed hag a Vretoned, asambles gant kantadoù a dud o tont
eus Rannvroioù all, sevenadurioù disheñvel enne.
evit manifestiñ e Roazhon d'an 22 a viz Meurzh,
diwar galv Kuzul Sevenadurel Breizh, Unvaniezh
ar Gelennerien Brezhoneg, Diwan, Div Yezh ha Dihun,
Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) a c'halv holl
demokrated Breizh da zont da vanifestiñ d'an 22
a viz Meurzh e Roazhon evit lakaat war wel eo e
Breizh e ranker stourm war an dachenn bolitikel
evit kaout an diskoulmoù ret da zerc'hel bev ar
brezhoneg ha reiñ lañs d'hor sevenadur ha d'hor
yezh, a zo int-i ul lodenn eus glad an denelezh.
O vezañ n'eo ket eus tu Pariz e klaskint penn da
gudennoù kelennadurezh hor yezh, evel m'eo bet
kadarnaet, nevez zo, gant Kuzul ar Vonreizh hag
ar C'huzul- Stad, eo e Breizh e ranker divizout ha
kaout ar galloudoù rekis evit en ober. N'eo nemet
gant an emrenerezh e c'hellimp stummañ ar Frankizoù
da gaout evit hor sevenadur hag hor yezh. Ar brezhoneg
yezh ofisiel e Breizh, evel m'emañ evit ar galleg ?
Da sitoianed Breizh eo da zivizout ar pezh a fell
dezhe kaout evit o yezh en o bro.
Kristian GUYONVARC¹H
Mouezh an UDB (Eil Maer An Oriant)
Pellgomz : 06 81 10 70 86.
Pelleiler : 02 97 84 85 23.
|