| 
 
 
      UDB home 
 
 
  
 |    
En franēais
 
NAC'HOMP AN APARTHEID WAR AR YEZHOŁ
 
GALV da NEVEZ AMZER ar BREZHONEG
 
 
  Nac'het-krenn e oa bet gant ar C'huzul-Stad, 
d'an 29 a viz du tremenet, degemer e c'hellfe ar brezhoneg bezań implijet 
da venveg an deskiń hag an darempredoł publik, da lāret eo 
kement tra a zo ret evit ma vo kelennet hor yezh en ur mod efedus, evit ma c'hellfe 
ar vugale derc'hel d'ober ganti, hag evit ma chomo bev sevenadur Breizh.
 
-  
 En ur lakaat en arvar ar c'helenn divyezhek 
par-ouzh-par a vez kaset war-raok abaoe 20 vloaz en deskadurezh-Stad hag 
er skolioł katolik, hag en ur stankań an hent outań er skolajoł 
hag el liseoł, 
 
-  
 En ur nac'hań reiń d'ar c'helenn 
divyezhek dre soubidigezh ur statud o kadarnaat talvoudegezh ha disoc'hoł 
frouezhus al labour bet kaset gant ar skolioł Diwan abaoe 25 bloaz. 
 
 
Ne c'helle ket ar C'huzul-Stad lakaat splannoc'h 
war-wel penaos n'eus diouzh mellad 2 ar Vonreizh (1992) ha diouzh al lezenn "Toubon" 
(1994) nemet armoł evit distruj ar yezhoł minorelaet.  
 
N'eus tamm dazont ebet eta, d'ar brezhoneg 
ha d'ar sevenadurioł all, gwasket er Frańs keit ha ma chomo ar Vonreizh 
hag al lezennoł evel m'emaint. 
  E keit-se emań ar Stad 
c'hall o c'houlenn digant ar broioł a fell dezho bezań perzh eus 
Unvaniezh Europa d'o zro, doujań d'an emglevioł etrevroadel a warez 
ar sevenadurioł hag ar yezhoł liesseurt, dres pa n'he deus-hi nemet 
dismegańs oute war he zachenn, en despet da evezhiadennoł grońs 
an UNO (miz du 2001) ha Parlamant Europa (miz genver 2003). 
 
   E keit-se ne oar e mod ebet an 2 600 bugel degemeret gant ar 
skolioł Diwan ha gallout a rafont derc'hel da zeskiń brezhoneg da 
vad en un tu bennak. 
 
   E keit-se e vez roet d'an holl da grediń, gant marc'hadourien 
an abadennoł meur, e vije diouzh hon sevenadur keltiek, unan doujet hag 
e kreiz e barr.
 
N'omp ket evit gouzańv ken e vefe 
bac'het ar brezhoneg er skol hag er gevredigezh gant reolennigoł strizh 
ha bresk. 
| 
 
Abalamour da gement-mań e c'halvomp 
an holl da vanifestiń 
 d'an 22 a viz meurzh 2003 e Roazhon, 
da 15h00 war Blasenn Breujoł Breizh  
  | 
 
 
-  
Evit ma vo anavezet ha gwarezet ar yezhoł 
minorelaet gant ar Vonreizh, evel m'eo dleet, a-skwer gant al lezennoł 
etrevroadel hag evezhiadennoł an UNO ha Parlamant Europa,
  
 
 
-  
 
 Evit ma c'hello pep hini deskiń ar 
yezhoł choazet gantań hag ober gante bemdez e lec'h ma kar,
  
 
 
-  
 Evit ma vo barrek Kuzul rannvro Breizh da 
reiń d'ar brezhoneg ha d'ar sevenadur a ya d'e heul, ar plas a zo dleet 
dezho er gevredigezh,
  
 
 
-  
 Evit ma vo anavezet ez-ofisiel ar c'helenn 
divyezhek dre soubidigezh, 
 
 
 
Divyezh (kevredigezh tud ar vugale evit ar c'helenn divyezhek 
er skolioł publik) 
Dihun (kevredigezh tud ar vugale evit ar c'helenn divyezhek er skolioł 
katolik) 
Diwan (skolioł divyezhek dre soubidigezh) 
UGB (Uvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg) 
KSB (Kuzul Sevenadurel Breizh) 
 
  |